Klymene
Klymene (Κλυμενη / Klymenê e henc'hresianeg) zo anv meur a vaouez, nimfenn pe nereidenn, e mojennoù Hellaz kozh.
Maouezi
kemmañ- Klymene, un Okeanidenn, merc'h da Okeanos ha Tethys,
- kinniget a-wechoù evel pried d'an Titan Iapetos,[1], e-lec'h Themis, ha mamm e vije neuze da b-Prometheüs, Epimetheüs, Atlas, Hesperos ha Menoitios[2]; hogen oberourien all a lavar heñvel diwar-benn he c'hoar Asia[3].
- kinniget a-wechoù all evel pried d'ar roue Merops, roue Aithiopia, hag ivez mamm da Faethon ha d'an Heliadezed, ha Helios (an Heol) a vije tad dezho[4],[5],[6].
- Klymene, pried da b-Prometheüs, e-lec'h Pronoia, ha mamm e vije neuze da z-Deukalion[7],[8]
- Klymene, un Nereidenn[9],[10],[11].
- Klymene, un Amazonenn[12].
- Klymene, un nimfenn, mamm da d-Tlesimenes, engehentet gant Parthenopaios[13].
- Klymene, pried da Merops Miletos, mamm da Pandareüs.
- Klymene ha Diktys a veze enoret en Aten evel saveteerezed Perseüs hag un aoter dezho[14].
- Klymene, matezh "lagad-ejen" Elena Troia[15] Merc'h e oa da Aetra[16] engehentet gant Hippalkes[17], lezc'hoar da Theseüs ha kar a-bell da Menelaos.[18] He mamm ha hi a voe kaset da Droia gant Helena evel mitizhien, ha disklavezet gant Akamas ha Demofon goude kemeret Troia.[19].
- Klymene, merc'h da Katreüs. Hi hag he c'hoar Aerope a voe roet da Nauplios da vezañ gwerzhet, dre ma touje Katreüs bezañ lazhet gant unan eus e vugale. Nauplios a gemeras Klimene da bried, ha genel a reas Palamedes, Oeax ha Nausimedon[20].
Notennoù
kemmañ- ↑ Hesiodos, Theogonia, 351
- ↑ Hesiodos, Theogonia, 508; Hyginus, Fabulae, Preface
- ↑ Pseudo-Apollodoros Aten, Bibliotheke 1. 2. 3
- ↑ Ovidius, Metamorfozoù, 4. 204
- ↑ Servius en Aeneis, 10.
- ↑ Strabon, Geografika, 1. 2. 27, war -lec'h Euripides
- ↑ Scholia diwar-benn Pindaros, Olympian Ode 9. 81; on Odyssey, 10. 2
- ↑ Dionysius Halikarnassos, Roman Antiquities, 1. 17. 3
- ↑ Homeros, Ilias, 18. 47
- ↑ Hyginus, Fabulae, Rakskrid
- ↑ Virgilius Georgica, 4. 345
- ↑ Hyginus, Fabulae, 163
- ↑ Hyginus, Fabulae, 71
- ↑ Paosanias ar Beajour, Deskrivadur Hellaz , 2. 18. 1
- ↑ Homeros, Ilias, 3. 144
- ↑ Dictys Cretensis, 5. 13
- ↑ Scholia diwar-benn an Ilias, 3. 144
- ↑ Dictys Cretensis, 1. 5. Breudeur e oa Atreüs, tad Menelaos, ha Pittheüs, tad Aithra.
- ↑ Dictys Cretensis, 6. 2
- ↑ Pseudo-Apollodoros Aten, Bibliotheke 3. 2. 2; Epitome al levr 4, 6. 8; ivez 2. 1. 5 exit Nausimedon
- ↑ Scholia diwar-benn Apollonios Rodos, Argonautica, 1. 752
- ↑ Paosanias ar Beajour, Deskrivadur Hellaz , 10. 26 1 gant daveoù da Stesichorus, The Sack of Troy