Epimetheüs

Epimetheüs (Ἐπιμηθεύς e gregach, « an hini a soñj war-lerc'h ») zo un Titan e mojennoù Hellaz kozh, mab da Iapetos ha Themis, pe d'an Okeanidenn Klymene, ha breur d'an Ditaned Atlas, Menoitios, ha Prometheüs (an hini a wel a-raok).

Pandora hag Epimetheüs

Krouer al loened eo-eñ.

Daou vreurAozañ

Meneget e vez an daou vreur Prometheüs hag Epimetheüs dreist-holl, an hini fin hag an hini genaouek, daou Ditan a zo patromoù an dud[1].

PandoraAozañ

Degemennet e oa gant e vreur Prometheüs e oa dañjerus degemer profoù digant an doueed, met kemer a reas Pandora koulskoude, kinniget dezhañ gant Hermes. Pandora e oa ar vaouez varvel gentañ, perzhioù mat e-leizh dezhi, hag hec'h anv a vije da gompren evel « an holl zonezonoù ». Met korvigell zo ivez en he c'halon. Ur jarl pe ur voest zo bet roet dezhi gant Hermes, hag enni holl walennoù ar bed, gant difenn dezhi he digeriñ. Met ranell eo Pandora, digeriñ a ra ar voest hag ar gwalennoù da redek dre ar bed.

Ur verc'h o doe, Pyrra hec'h anv, a zimezas d'he c'henderv Deukalion, mab Prometheüs.

Pennadoù karAozañ

E lennegezh an HenamzerAozañ

LevrlennadurAozañ

NotennoùAozañ

  1. Kerenyi, 1951, p 207


Liammoù diavaezAozañ

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.