Kyknos (mab Sthenelos)
Kyknos (diwar ar henc'hresianeg: Κύκνος / Kýknos "alarc'h"), mab da Sthenelos ha d'an Okeanidenn Klymene, a voe roue Liguria war-lerc'h e dad e mojennoù Hellaz kozh.
Hanter-vreur e oa da Faethon a-berzh e vamm, ha mignoniezh vras a oa etrezo. Pa glevas ar c'heloù diwar-benn marv Faethon e kuitaas e rouantelezh da vont da ouelañ dezhañ war lez ar stêr Eridanos. Noz-deiz e veze o kantren e-unan-penn a-hed ar stêr, o kanañ klemmganoù a yae d'en em veskañ gant saflikerezh an dour ha krenerezh ar pupli : c'hoarezed Faethon, an Heliadezed (merc'hed Helios) a oa bet troet e gwez pupli. Pa voe erru kozh ne oa ket frealzet c'hoazh. M'o doe an doueed truez outañ: e pluñv e trojont e vlev gwenn, hag en alarc'h an den. Soñj en deus Kyknos c'hoazh, en e gorf alarc'h, eus taran Zeus a bulluc'has e vignon: leuskel a ra hirvoudoù, ne gred ket nijal uhel, chom a ra tost d'an douar, ha tost d'an dour evel p'en dije aon ouzh an tan.