Arethousa (Αρέθουσα / Aréthousa e gregach) a oa un nereidenn, e mojennoù Hellaz kozh. Ur mab, Abas, he doe gant Poseidon. Kement-se zo meneget gant ar skrivagner Caius Julius Hyginus.

Arethousa zo ivez anv:

  • un nimfenn e servij an doueez Artemis. Un deiz ma oa skuizh e oa chomet a-sav dirak ar stêr Alfe da ober ur gouronkadenn, ma savas karantez outi en doue-stêr. Ha hi da dec'hel betek Sikilia, an doue war he lerc'h, ma rankas goulenn skoazell digant Artemis. Hag an Alfe neuze da veskañ e zour gant he hini, hag an dourioù da vont da goll, met dont a reont war wel en-dro en Ortigia, anenez a-dal da Sirakuza, ma'z eus ur feunteun dour dous gronnet gant dour sall ar mor.
  • unan eus an Hesperidezed a veze gant he c'hoarezed o tiwall avaloù-aour liorzh an Hesperidezed.