Diomedes

Diomedes (Διομήδης, Diomếdes e gregach) a oa mab Tydeüs ha Deipyle ha roue Argos hervez mojennoù Hellaz kozh.

Diomedes, eiladenn roman eus un delwenn c'hresian hag a vije bet kizellet gant Kresilas (war-dro 440-430 kent J.-K.), Gliptaoueg München (Inv. 304)
Brezel ouzh ThebaiAozañ
Perzh a gemeras gant an Epigoned er brezel a-enep Thebai. Goude-se e voe roue en Argos, war-lerc'h e dad-kozh Adrastos.
Brezel ouzh TroiaAozañ
Kemer a reas perzh e brezel Troia ha gantañ 24 lestr.
Mojenn Troilus ha CressidaAozañ
Diomedes a gemer perzh ivez e mojenn ar grennamzer Troilus ha Cressida. E pezh Shakespeare e klask kann ouzh Troilus evit kaout e vestrez.