Learc'hos (henc'hresianeg : Λέαρχος, latinekaet e Learchus) e oa mab kentañ Ino, eil gwreg Athamas, roue Orc’homenos.

Mojenn kemmañ

Hervez ur vojenn e voe lazhet Learc'hos dre fazi gant e dad Athamas, e-lec’h e vamm Ino, pa felle da Athamas, dallet gant ar fulor, kastizañ e eil gwreg abalamour m'he devoa heskinet e vugale diwar e wreg kentañ, Nefele hec'h anv. Tec'het e oa ar vugale-se, Friksos hag Helle, eus ar vro war gein ar maout askellek C'hrysomallos.

Eil doare kemmañ

Hervez un doare all, ma oa bet lazhet ar bugel Learc'hos e oa bet lakaet droug da sevel er roue gant an doueez Hera, gwreg warizius Zeus, evel kastiz dre m'o doa savet Dionysos, a oa mab da Zeus ha Semele, a oa c'hoar da Ino.

Lennegezh kemmañ

En Ifern ar barzh italianek Dante eo meneget ar vojenn evel skouer a fulor (Inf. XXX, 7-12).

Mammennoù kemmañ