Maoutken aour

(Adkaset eus C'hrysomallos)

Ar maoutken aour (henc'hresianeg : Χρυσόμαλλον Δέρας Chrysómallon Déras "Lêr C'hrysomallos"), e mojennoù Henc'hres, eo kroc'hen ha kreoñ ar maout askellek C'hrysomallos (Χρυσόμαλλος / Khrusómallos e gregach, diwar χρυσός / khrusós, « aour » ha μαλλός / mallós, « tamm gloan »). Hennezh a oa ul loen burzhudus, speredek, hag a ouie komz, hag a c'halle nijal d'al lec'h a gare.

Maoutken aour
feur
Rann eusMitologiezh Henc'hres Kemmañ
Distro Iason gant ar maoutken aour, war ur pod dremmoù ruz, war-dro 340–330 kent JK
Friksos hag Helle, kouezhet diwar gein C'hrysomallos. Murlivadur roman eus Pompei.

Ar vojenn

kemmañ

Athamas a oa roue Orc'homenos en Boiotia, e gevred Hellaz, ha dimezet d'an doueez Nefele. Daou vugel o doe : ur mab, Friksos (rodelleg), hag ur verc'h, Helle. Diwezhatoc'h e kemeras Athamas ur wreg all, Ino, merc'h d'ar roue Kadmos. Ha kuit Nefele, droug ha gwarizi enni, ha dour-beuz er vro.

Ino a glaske an tu da lazhañ he lezvugale: hervez doareoù zo eus ar vojenn e kontas bidennoù d'ar roue a gredas e oa ret aberzhiñ e vab peogwir e oa eñ a oa pennkaoz d'an dour-beuz.

Galvet e oa bet neuze ar maout askellek e greoñ aour, C'hrysomallos, gant an doue Hermes, da vont da saveteiñ bugale Nefele.

Ar vugale-se, Friksos hag Helle, a bignas warnañ da dec'hel diouzh o lezvamm griz, Ino hec'h anv, a veze ouzh o heskinañ dalc'hmat. Siwazh dezhi e kouezhas Helle er mor, a zo bet graet gant ar C'hresianed an Hellespont anezhañ, pa oa ar maout e greoñ aour o lammat dreist ar mor, eus Azia da Europa. Neuze e lavaras ar maout da Friksos e kasje anezhañ da Golc'his, e Jorjia hiriv, war lez ar Mor Du.

Pa voe erru Friksos gant al loen e Kolc'his, war aod ar Pontos-Euksinos (ar Mor du), e voe aberzhet ar paourkaezh maout da Zeus d'e drugarekaat, ha miret ar c'hroc'hen kreouichennek, melen-aour, a voe ispilhet ouzh un dervenn, en un dervenneg sakr, gouestlet da Ares, doue ar brezel . Neuze e voe lakaet un aerouant, ha ne gouske morse, e-harz an dervenn da ziwall ar maoutken e greoñ aour.

Ar maout an hini zo aet d'ober steredeg Aries en oabl.

Friksos a voe degemeret mat e ti Aietes, roue ar vro, mab da Helios, an heol, hag a roas ar maoutken aour dezhañ d'e drugarekaat, pa oa aet betek reiñ e verc'h C'halkiope da Friksos yaouank.

Argonaoted

kemmañ

Diwezhatoc'h ez eas Iason hag e Argonaoted da gerc'hat ar Maoutken aour, ha tec'hel a c'halljont rak ar roue Aietes gant skoazell e verc'h Medeia, a veze o troc'hañ he breur Absyrtos a-dammoù, tra ma veze an tad o tastum ar re-se war he lerc'h.

E Jorjia e ouie ar Svaned, er menezioù, lakaat krec'hin deñved er stêrioù da dapout an aour a ruilhe en dour. Aze e c'hallfe bout orin ar vojenn. E Batumi e Jorjia, e weler un delwenn da Vedeia ha hi o terc'hel ar maoutken kreouichennek[1]

Un Urzh ar Maoutken Aour a oa bet krouet gant dug Bourgogn, Fulup III Bourgogn er XVvet kantved, e 1430. Arouez Jeruzalem e oa, a ranke marc'heien an Dug adkemer d'he reiñ d'an Iliz katolik.

 
Ar Maoutken Aour.

Oberennoù

kemmañ
  Alamagn
  Bro-C'hall
  Italia
  Stadoù-Unanet

Notennoù

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.