John William Waterhouse
John William Waterhouse (6 a viz Ebrel 1849 e Roma - 10 a viz C'hwevrer 1917 e Londrez) a oa ul livour breizhveuriat nevezklasel ha rakrafaelour, brudet dre ma savas livadurioù o tiskouez maouezed ha diazezet war ar mojennerezh hag al lennegezh.
E vuhezAozañ
E Roma e voe ganet, hag eñ mab d'al livourien William hag Isabela Waterhouse. Pemp bloaz e oa pa zilojas e familh da South Kensington, e Londrez, e-kichen ar Victoria and Albert Museum. Gant e dad e teskas livañ ha degemeret e voe er Royal Academy of Arts e 1870. E oberennoù kentañ a voe klasel-tre, diwar skouer re Alma-Tadema ha re Frederic Leighton.
E 1874 e kinnigas e oberenn Sleep and His Half-Brother Death da-geñver diskouezadeg-hañv ar Royal Academy, ha degemeret mat-tre e voe an daolenn. Betek e varv e kinnigas oberennoù bep bloaz pe dost d'ar Royal Academy. E 1883 e timezas gant Esther Kenworthy.
E 1895 e voe dilennet d'ar Royal Academy.
The Lady of Shalott eo e daolenn vrudetañ. Teir zaolenn a savas war an tem-se, e 1888, 1896 hag e 1916.
Pennad karAozañ
- Kit da welout livadurioù John William Waterhouse e-barzh Mirdi brezhonek John William Waterhouse.
DiskouezvaAozañ
Ondina (1872)
Diogenes (1882)
Kleopatra (1888)
Ophelia (1889)
Hilas hag an nimfenned (1896)
Romeo ha Julietta (1898)
Morganez (1900)
'Ophelia' (1910)
Penelope hag he danvez priedoù (1912)