Digeriñ al lañser pennañ

Ar seurt blev a c'holo kazi holl gorfoù an deñved eo ar c'hreoñ hag ar gloan a vez tennet dioutañ. Koulskoude e vez astennet ar ger da bep blev a weler war gorf al loened, hir pe verr. Astennet e vez ivez da vlev an Den, koulz ar blev war e benn hag ar re a gaver e tachennigoù zo (bruched, brec'h, divhar, kaezourenn).

Ar C'hreoñ aourAozañ

Er vitologiezh c'hresian ez eus anv eus ar C'hreoñv aour a vije bet tennet diwar kroc'hen un dañvad marzhus. Jason hag an Argonaoted a yeas da Vro-Golc'his evit e gerc'hat.