An div c'har, pe divhar, pe divesker, eo izili ar c'herzhed. Stag int ouzh korf an den dre an divlez.
Gar a vez laret eus an ezel etre ar c'hof hag an troad; esker ne vez ket lavaret ken, nemet e-barzh divesker, pe teiresker.
Ent-strizh e talvez gar kement hag al lodenn eus ezel traoñ an dud a zo etre ar glin hag an ufern[1] ha neuze e reer morzhed eus al lodenn a-us d'ar glin .

Un div c'har diwisk
Daou re zivc'har diwisk, paotr ha plac'h tal ouzh tal.
Gar un den, gwelet eus a-dreñv.


LoenedAozañ

 
Kerc'heiz penn-du war ur pav.
  • Pav a vez lavaret eus gar ul loen.
  • Evned zo, hirc'harek, evel ar gerc'heiz, a chom en o sav war ur c'har.

Lodennoù ar c'harAozañ


DilhadAozañ

Gar vlevekAozañ

Blevek e vez divhar an dud vras. Ar merc'hed dreist-holl a gar disvleviñ o divhar, met kemend-all a vez graet gant paotred zo ivez, ha marc'hhouarnerien dreist-holl.

SurjianerezhAozañ

 
Ar sent Kosmas ha Damian o treuzplañtañ ur c'har nevez ouzh un den, gant skoazell aelez. XVIvet kantved. Mirdi-stad, Stuttgart, Alamagn.

C'hoarvezout a ra e ve ret troc'hañ gar un den outañ, goude ur gwallzarvoud, da virout ouzh ar brein-krign.
Pa ne nemet ur c'har ken gant un den e rank kerzhout gant flac'hioù.

Troioù-lavarAozañ

  • Ober gar da ub: astenn ar c'har da lakaat un den da gouezhañ.

NotennoùAozañ

  1. Geriadur an Here p. 515a

Pennadoù karAozañ

Liammoù diavaezAozañ

Sellit ouzh ar ger gar er
wikeriadur, ar geriadur frank.
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

SkeudennoùAozañ