Maouez
Ar maouezed (pe : ar merc'hed) eo ar rann eus gouenn mab-den a c'hall dougen bugale, hag a zo brasoc'h o niver eget hini ar rann all, ar wazed (pe : ar baotred), war an douar.
Pa vez yaouankoc'h e vez graet plac'h pe merc'h eus ur vaouez peurvuiañ. Pa vez koshoc'h e vez lavaret gwrac'h a-wechoù. Pa gomzer outi e vo lavaret pe dimezell pe itron.
Ar benvegad engehentiñ
kemmañEr benvegad-engehentiñ emañ :
- ar c'hourzh, ennañ ar muzelloù (reizh)-traoñ, an ellig, hag ar c'han-troazhañ) ;
- ar forzh pe gouhin, a zo benveg ar parañ ;
- ar mammog pe uterus, a zo un benvegad hag a ziwall ar grouell, ha war un dro ur gigenn a labour da vountañ ar bugel e-maez korf e vamm da vare ar gwilioud ;
- ar vielloù, a daol hormonoù, ha gametoù (anvet vioù) a ya da veskañ gant gametoù ar baotred (sper) a-benn engehentañ.
- ar c'hourzh
Korfadurezh
kemmañParez ar spesad eo ar vaouez, ar gwaz o vezañ ar par.
- Bihanoc'h e vez ar merc'hed eget ar baotred peurvuiañ, ha n'eo ket ken kreñv o c'higennoù ; re-se e vezont skañvoc'h.
- Nebeutoc'h a vlev zo war o dremm hag o c'horf.
- Skiltroc'h peurvuiañ eo mouezh ar merc'hed eget hini ar baotred.
- D'ar maouezed ez eus daou gromozom XX, d'ar wazed daou gromozom XY. Disheñvel eo hormonoù ar maouezed diouzh re ar baotred. Progesteronoù hag oestrogenoù eo hormonoù ar maouezed.
- Disheñvel eo benvegad engehentiñ ar maouezed diouzh hini ar wazed, evel evit ar bevien all.
- D'an oad kaezour e teu disheñvelderioù all : ment ar bronnoù, ledander an divlez.
Treasenn zodiakel ar blanedenn Gwener eo arouez etrebroadel ar reizh venel.
Ar maouezed er gevredigezh
kemmañAbaoe ar ragistor ez eo bet lakaet ar merc'hed, evel ar baotred, en ul lec'h resis er gevredigezh.
E kevredigezhioù chaseourien eo ar merc'hed a zastume al louzeier ha frouezh tra ma oa labour ar baotred degas kig, ma kred hiziv da lod eo gant ar merc'hed eo deuet al labour-douar.
Bruderezh
kemmañGant tud ar bruderezh e vez implijet ar maouezed da vrudañ marc'hadourezh. Korf ar maouezed a vez implijet alies da werzhañ dilhad, met ivez kirri-tan d'ar wazed.
Yezh
kemmañA-wezhioù e vez implijet an termen dismegañsus "gwrac'h" evit komz eus maouezed kozh, dreist-holl evit ober goap, gant paotred.
Ar ger gwrac'h n'eo ket dismegañsus dre natur, nemet e pennoù tud zo.
Levrlennadur
kemmañ- (fr) Olympe de Gouges Déclaration des droits de la femme et de la citoyenne
- Jean-Jacques Rousseau, Émile, ou De l’éducation Sophie ou La Femme (levrenn 5)
- (fr) Voltaire, Femmes, soyez soumises à vos maris
- (fr) Diderot, Sur les femmes
- (fr) Goethe, Les Bonnes Femmes
- (fr) John Stuart Mill, De l'assujettissement des femmes
- Simone de Beauvoir, Le Deuxième Sexe
Skeudennoù
kemmañ-
Div vaouez en Egipt
-
Luc'hskeudenn eus ur vaouez noazh er bloavezhioù 1920