Simone de Beauvoir (Pariz, 9 a viz Genver 1908 – Pariz, 14 a viz Ebrel 1986) a oa ur brederourez hag ur skrivagnerez c'hall. Skrivañ a reas romantoù, levrioù a brederouriezh hag a bolitikerezh, buhezskridoù hag emvuhezskridoù. Brudet eo dreist-holl evit e romantoù dreistfizikel evel Les Mandarins hag evit he levr Le Deuxième Sexe skrivet e 1949, ma tielfennas gwaskerezh ar maouezed.

Simone de Beauvoir
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denSimone de Beauvoir Kemmañ
Anv ganedigezhSimone Lucie Ernestine Marie Bertrand de Beauvoir Kemmañ
Anv-bihanSimone Kemmañ
Anv-familhBertrand de Beauvoir Kemmañ
LesanvLe Castor Kemmañ
AnvСимона-Люси-Эрнестина-Мари Бертран де Бовуар Kemmañ
Deiziad ganedigezh9 Gen 1908 Kemmañ
Lec'h ganedigezh6th arrondissement of Paris Kemmañ
Deiziad ar marv14 Ebr 1986 Kemmañ
Lec'h ar marvrue Victor-Schœlcher Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvTanijenn skevent Kemmañ
Lec'h douaridigezhbered Montparnasse Kemmañ
Breur pe c'hoarHélène de Beauvoir Kemmañ
Priedtalvoud ebet Kemmañ
Kompagnun(ez)Jean-Paul Sartre, Claude Lanzmann, Nelson Algren Kemmañ
FamilhBertrand de Beauvoir Kemmañ
Den heverkJean-Paul Sartre Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
Bet war ar studi eskol-veur Pariz, Lycée Fénelon, Paris Kemmañ
Diplom skol-veuragrégation Kemmañ
Lec'h annezPariz, Marselha, Rouan Kemmañ
Relijiondizoueegezh Kemmañ
Tuadur revelDivrevelezh Kemmañ
Luskaddizoueegezh, Gwregelouriezh, existentialism Kemmañ
Ezel euscomité de lecture des éditions Gallimard Kemmañ
Levezonet gantJean-Paul Sartre, Alfred Adler Kemmañ
Prizioù resevetPriz Goncourt, Jerusalem Prize, Austrian State Prize for European Literature, honorary doctorate of Concordia University Kemmañ
Bet kinniget evitPriz Nobel al Lennegezh Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ

Simone Lucie Ernestine Marie Bertrand de Beauvoir[1] a zo bet ganet e Pariz e 1908, merc'h da Jean Bertrand de Beauvoir, breutaer, ha dremmour e-maez micher, ha da Françoise Brasseur, o tont eus ur familh bourc'hizien e Verdun.

Yaouankiz

kemmañ

Ganet eo en ur ranndi pitaod lec'hiet 130 Boulevard Montparnasse[1]. D'he femp bloaz e voe kaset d'ar skol anvet Cours Desir, ma chomas betek tapout he bachelouriezh[2], ur skol ma veze kaset merc'hed ar vourc'hizien. Eno ivez e voe skoliataet he c'hoar eil-henañ Hélène, daou vloaz war he lerc'h. D'ar mare-se dija e voe merzet barregezhioù spered Simone, a dape bep bloaz ar c'hentañ plas a-gevret gant Élisabeth Lacoin (lesanvet Zaza, merc'h d'an ijinour Maurice Lacoin), a zeuas da vezañ he mignonez vras.

Goude ar Brezel-bed kentañ e kouezhas en e boull an ti-bank La banque de la Meuse, bet renet gant George Brasseur,tad-kozh Simone a-berzh he mamm.[3] Ur blegenn fall e voe evit he familh, en em gavas dizenoret, ha treutoc'h e teuas pinvidigezh an tiegezh. Abalamour d'an diaezamantoù arc'hant e rankas he zud dilojañ da vont da chom en ur ranndi bihan teñval, kludet e pempvet estaj ur c'hendi hep saverez, lec'hiet Rue de Rennes (straed Roazhon).[4]. Gouzañvet he doa Simone o welout an darempredoù o trenkaat etre he mamm hag he zad.

Ne oa ket puilh ar merc'hed yaouank war ar studi hir d'ar mare-se. Pitilh e oa he zad gant arz ar c'hoariva, e soñje dezhañ e oa skrivagner ar bravañ micher er bed. Atav eo bet broudet Simone hag Hélène gantañ da vont war an hent-se, an tu nemetañ dezhe da achap kuit diouzh o saviad, a oa hini ar maouezed er gevredigezh, hervezañ.[5]

Diouzh un tu en doa Jean Bertrand de Beauvoir keuz o soñjal ne oa ket he verc'h ur gwaz, peogwir e vefe bet tu dezhi da vont d'an École polytechnique, ha diouzh an tu all e kave dezhañ ne oa ket hi "plac'hheñvel" a-walc'h. Gantañ veze lavaret dezhi he doa "empenn ur gwaz".

Dishualerezh a-nebeudoù

kemmañ

Desavet gant he mamm a oa deol-tre, deuet e oa Simone da vezañ ur feizadez entanet hi ivez e-pad un nebeud bloavezioù, kent monet da goll he feiz tamm-ha-tamm[5], pellik a-raok kuitaat he skol Cours Desir. Kregiñ eure neuze d'en em zishualañ diouzh e familh a-fet spered, hep bezañ prest er penn-kentañ da sammañ he soñjoù na d'o embann.

Oberennoù

kemmañ

Romantoù

kemmañ

Skridoù

kemmañ
  • Pyrrhus et Cinéas (1944)
  • L'Existentialisme et la Sagesse des nations (1945)
  • Pour une morale de l'ambiguïté (1947)
  • Le Deuxième Sexe (1949)
  • Privilèges (1955)
  • La Longue Marche (1957)
  • La Vieillesse (1970)
  • Faut-il brûler Sade? (1972)

Eñvorennoù

kemmañ
  • L'Amérique au jour le jour (1948)
  • Mémoires d'une jeune fille rangée (1958)
  • La Force de l'âge (1960)
  • La Force des choses (1963)
  • Une mort très douce (1964)
  • Tout compte fait (1972)
  • La Cérémonie des adieux (1981)
  • Journal de guerre (1990)
  • Lettres à Sartre, Tome I et II (1990)
  • Lettres à Nelson Algreen (1997)
  • Correspondance croisée. 1937-1940 (2004)
  • Cahiers de jeunesse (2008)

C'hoariva

kemmañ
  • Les Bouches inutiles (1945)

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 (fr) Skrid ganedigezh, skrivet eo an anv Simonne ennañ, Archives de Paris (p. 15/31).
  2. (fr) Balade dans le Paris de Simone de Beauvoir.
  3. (fr) Paul Naegel, Tezenn doktorelezh (Naoned, 2006) : Le département de la Meuse (France) : industrialisation entre 1790 et 1914, pp. 153-154.
  4. (fr) Danièle Sallenave, Castor de guerre, Gallimard, 2009, p. 5 (ISBN 978-2-07-038988-9).
  5. 5,0 ha5,1 Simone de Beauvoir, Mémoires d'une jeune fille rangée, Folio, 2008 (ISBN 978-2-07-035552-5)