Hellespontos

(Adkaset eus Hellespont)

Hellespont, pe Hellespontos (Ἑλλήσποντοs e gregach, a dalvez kement ha "Mor Helle"), eo anv kozh ar strizh-mor a zo anvet Dardanelloù en Europa. Drezañ e tremener eus ar Mor Kreizdouarel da Mor Marmara, hag alese, dre ur strizh-mor all, hini ar Bosfor, d'ar Mor Du, gwechall Pont-Euksin. Gwelout ar gartenn:[Kartenn Hellespont].

An Hellespontos/Dardanelloù, ur strizh-mor a-hed ledenez Gallipoli, etre ar Balkanoù hag Azia Anatolia (Azia-Vihanañ).

An anv

kemmañ

Dont a ra an anv eus Helle, merc'h da Atamas, beuzet eno hervez mojenn ar Maoutken aour.

Meur a anv a oa dezhañ el lennegezh klasel Hellesponium Pelagus, Rectum Hellesponticum ha Fretum Hellesponticum)

 
Ar Balkanoù.

An Hellespontos er mojennoù kozh

kemmañ
  • Diwar-benn orin an anv, gwelout mojenn Helle.
  • Ur paotr yaouank, Leandros, evit adkavout e vuiañ-karet Hero, a oa bet gouest da dreuziñ an Hellespont war-neuñv. Diwezhatoc'h e reas ar barzh saoz George Byron ar memes tro-gaer.

An Hellespontos e Gres klasel

kemmañ

Hervez Herodotos (An Istorioù, VII, 33-37) e c'hourc'hemennas Kserses, impalaer ar Bersed, mab da Zarius Veur e vije savet daou bont a-dreuz d'ar strizh-mor e-tal kêr Abidos, e 482 kent JK, evit ma'z aje e lu bras-meurbet da aloubiñ Henc'hres. Herodotos a skrivas e oa 5 milion a soudarded bodet en dro d'an impalaer, met an istorourien a-vremañ a soñj dezho e oa 250 000 den d'ar muiañ en e arme
. Pa voe distrujet ar pontoù gant ur gorventenn e urzhias an impalaer ma vije fouetet ar mor gant 300 skourjez ha ma vije taolet 300 pezh kefioù-prizoniad ennañ. Rediet e oa an ijinourien da zresañ ar pontoù, met pennoù ar re a oa bet kavet kiriek d'ar freuz a voe troc'het ha taolet en dour ouzhpenn.

Douaroniezh

kemmañ

Sellout ouzh an Dardanelloù.

Anvet e voe ar strizh-mor Dardanelloù goude ma voe sinet skrid-emglev peoc'h Dardania (Troia, 85 kent J.-C.) etre ar Romaned ha Mithridates VI, roue ar Pont.