Dardanelloù
- Evit implijoù all, gwelet Dardanelloù (disheñvelout).
An Dardanelloù (Çanakkale boğazi e turkeg) zo ur strizh-mor e Turkia etre Mor Marmara ha Mor Egaios. Ul lec'h strategel kenañ eo evel dor etre Mor Egaios hag ar Mor du. Dindan kontrol Turkia hervez ar reolennoù etrebroadel emañ.
Istor an anv
kemmañ- Graet e veze an Hellespontos anezhañ gant ar C'hresianed kozh, un dave d'ur vojenn c'hresian o tennañ d'ur plac'h Helle kouezhet er mor (pontos) eno.
- An anv dardanelloù a vije bet roet goude an emglev sinet e Dardania (85 kent. J-K) etre ar Romaned ha roue ar Pont Mithridates VI.
- Diwar anv ar gêr c'hresian gozh Dardanos a oa war an aod su e voe graet an anv "Dardanelli" (ul liester) gant tud Venezia eus ar c'hastilli-kreñv o doa savet er Grennamzer evit kontrollañ ar ganol.
- An anv turkek Çanakkale boğazi a dalvez kement ha "strizh-mor Kastell-ar-priajoù".
Douaroniezh
kemmañUn hirded 61 c'hilometr a zo da ganol ar strizh-mor p'eo al led etre 1,6 ha 6 kilometr. Un donder 82 m a zo dezhañ d'ar muiañ (keidenn : 55 m). Kaset eo an dour eus ar Mor Egaios betek Mor Marmara e gorre ar ganol, met ur gasenn gontrol a ya dindanvor. Un dreizhidell listri-samm a-bouez-kenañ a zo er strizh-mor p'eo al liamm etre Gres hag ar Mor Kreizdouarel eus un tu hag Istanbul ha pelloc'h eget ar Bosfor, ar broioù war riblennoù ar Mor Du eus an tu all.