Mor Egea

mor
(Adkaset eus Mor Egaios)

Mor Egea, Enezvor[1], Mor Enezek[2]) zo ur mor enklozet etre daou gevandir, Europa hag Azia, hag ar Mor Kreizdouar.
En-dro dezhañ emañ :

Mor Egea
mor, diazad doureier
Rann eusEastern Mediterranean Kemmañ
Diazad doureierAegean Sea basin Kemmañ
Bro an diazadGres, Turkia Kemmañ
Anvet diwarAigeüs Kemmañ
StadGres, Turkia Kemmañ
War riblMor Kreizdouar Kemmañ
Daveennoù douaroniel38°30′0″N 25°18′0″E Kemmañ
Category for the view from the itemCategory:Views from Cape Sounion Kemmañ
Map

Da C'hres eo an enezegoù strewet e Mor Egea, war-bouez div enezenn abaoe 1923.

Gres eo an douaroù hag a zo er Su, er C'hornôg hag en Norzh p'emañ aodoù kornôgel Turkia er Reter. Koulskoude, an harz politikel etre Gres ha Turkia zo etre an inizi hag aod Turkia war-bouez div anezho.

Er Biz emañ strizh-mor Çanakkale (an Dardanelloù), a gas da vor Marmara ha pelloc'h d'ar Mor Du dre strizh-mor ar Bosfor. Eus Kornôg da Reter ez eus etre 300 ha 400 km hag eus Norzh d'ar Su war-dro 600 km. Ur mor don eo pa n'eus ket gwall galz a blateiz kevandirel : 2 500 m eo an donder e Norzh Enez Karpathos.

An inizi

kemmañ

Niverus eo an inizi.

Orin an anv

kemmañ
 
Mor Egea gwelet eus an oabl

Gwechall ne veze ket kaoz eus mor Egea, un anv diazezet war ur vojenn gozh.

Hervez ar vojenn en doa goulennet Egeos, roue Aten, digant e vab Theseüs, ma vije lakaet gouelioù gwenn ouzh e lestr ma teuje en-dro goude bezañ trec'h war an Minotaor. E barr al levenez edo an dud e bourzh al lestr goude trec'h an haroz yaouank ha n'o doa ket soñj eus an dra-se ken. Setu perak en em daolas ar roue kozh er mor, gant ar glac'har, diwar tornaod ar c'hab Sounion pa welas ar gouelioù du.

Anvioù kozh

kemmañ
  • Αρхιπέλαγος Arc'hipelagos eo a veze lavaret gant tud Hellaz kozh, da lavaret eo ar "Mor pennañ", hervez o doare da welet.
  • Er Grennamzer e veze graet Arcipelago eus ar mor-se gant tud Venezia. E 1268 e voe implijet en un emglev sinet etre Venezia hag an impalaer Mikael VIII Paleolog, un anv a rae dave d'ar mor ha d'an inizi.
  • Ar gerioù henc'hresianek hag italianek o deus roet ar ger gallek archipel, met deuet eo ar ger-se da dalvezout "enezeg" dre vras.
  • Adalek an XIXvet kantved hepken eo e kroged da gomz eus "Mor Egea".

Anvioù brezhonek

kemmañ
  • An Enezvor hag ar Mor Enezek a gaver e geriadurig Roparz Hemon. Dont a ra an anvioù-se eus an Notennoù diwar-benn ar Gelted kozh gant Meven Mordiern.
  • Mor Egaios a gaver en ul levr-skol embannet gant TES[3].

Abaoe ouzhpenn 4 000 bloaz e oa ur mor gresian pa voe kemmet an traoù gant feur-emglev Lausanne e 1922. Roet e voe an aod reter da Durkia, ar pezh a redias an dud da zivroañ, dre ma oa gant ar C'hresianed e oa ar muiañ niver en darn vrasañ eus an inizi.

En Henamzer

kemmañ

Seul aesoc'h e oa d'an Henc'hresianed merdeiñ eno ma oa meneziek an aodoù, niverus an inizi, tostik an eil enezenn diouzh eben ha ma ne veze kollet gwel eus an douar hogos gwech ebet. Aesoc'h a se ivez gwareziñ al listri diouzh ar gwallamzer pe an enebourien.

Bez' ez eo ar mor-se unan eus kavelloù ar vorveli kentañ anavezet en istor, hini Aten er Vvet kantved kent JK, war-lerc'h da Hellaziz bout trec'h war an Impalaeriezh ar Bersed (gwelet : Brezelioù medek).

Pa voe aloubet Hellaz gant Roma (war-dro 167 kent JK) e voe aodoù ar mor er memes bro : an Impalaeriezh roman, hag en Impalaeriezh Bizantion goude, betek donedigezh an Durked.

Er grennamzer

kemmañ

Rannet e voe an aodoù etre Hellaziz, Turked hag ar Stadoù latin (Venezia dreist-holl) ken na voe kemeret Enez Rodez gant an Durked e 1522, hag aloubet Kreta er XVIIvet kantved (Kandia e 1669, Spinalonga e 1718).

Enebiezh etre Gres ha Turkia

kemmañ

E 1830 e voe diframmet he dizalc'hted gant Gres digant an Impalaeriezh otoman. Klasket he deus Gres bodañ en-dro dezhi an holl zouaroù poblet gant Hellaziz.

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. R. Hemon, Petit Dictionnaire pratique breton-français, 1928, p. 146b.
  2. Sketla Segobrani (1923), II, p. 175 ; R. Hemon, Dictionnaire français-breton, 1978, p. 402a.
  3. Istor Geografiezh, TES, 2001, p. 59.