Minotaoros

(Adkaset eus Minotaor)

Minotaor(os) (Minótauros [Μινόταυρος] e henc'hresianeg), pe dendarv, a oa un euzhvil, e mojennoù Henc'hres. Mab e oa da Basifae ha d'un tarv profet gant Poseidon d'he fried, ar roue Minos. Korf un den ha penn un tarv a oa dezhañ.

Minotaoros
mythical human-animal hybrid, mythological Greek character
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denΜῑνώταυρος Kemmañ
Killed byTheseüs Kemmañ
TadCretan Bull Kemmañ
MammPasifae Kemmañ
Lec'h annezLabyrinth of Knossos Kemmañ
Azeulet gantMitologiezh Henc'hres Kemmañ
Anvet diwarMinos Kemmañ
Ar Minotaoros, eiladur un delwenn kizellet gant Myron

Mojenn ar Minotaoros

kemmañ

Orin an euzhvil

kemmañ

Goulennet en doa ar roue Minos digant Poseidon reiñ dezhañ ur sin e oa da vezañ roue e-lec'h e vreur. Hag an doue da gas un tarv gwenn burzhudus hag a oa deuet e-maez ar mor. Met ur wezh lakaet da roue e kavas gwell Minos mirout an tarv e-lec'h aberzhiñ anezhañ d'an doue, evel m'en doa prometet ober. Evit en em veñjiñ e silas Poseidon ur c'hoant direizh eus al loen e spered ar rouanez Pasifae, gwreg Minos. Klask a reas ar rouanez embarañ gant an tarv. Dont a reas a-benn gant skoazell an ijinour Daidalos. Hemañ a savas ur vuoc'h faos eviti gant ur stern koad goloet gant ur c'hroc'hen buoc'h. Lakaat a reas homañ en ur prad ma veze Tarv Kreta o peuriñ hag hemañ a c'holoas ar rouanez Pasifae kuzhet dindani. Minos a lakaas bac'hañ an euzhvil a oa bet ganet goude se gant e wreg e deun er Milendall.

En enez Kreta e ouzer e veze azeulet an tarv. Marteze ez eo ar minotaoros un distummadur eus an azeulerezh-se. Adkavout a reer dodenn an tarv en unan eus mojennoù an enezenn : hini skrapadenn Europa.

 
Theseüs hag ar Minotaor, skeudenn war un añforenn atenat he zresadennoù du gant liver Castellani, war-dro 575550 kent J.-K.

Marv ar Minotaoros

kemmañ

Bep nav bloaz hervez Ploutarc'hos (ha bep bloaz hervez danevelloù all) e veze kaset dezhañ seizh paotr yaouank ha seizh plac'h yaouank evit digoll muntr Androgeos, mab Minos, gant Aigaios, roue Aten. Bac'het e vezent er Milendall ha debret gant an euzhvil.

Ur bloavezh e lestras Theseüs, mab Aigaios, gant an dud yaouank a oa da vezañ aberzhet. Tennañ a reas e vad eus skoazell Ariadne, merc'h Minos. Homañ he doa karantez ouzh an den yaouank kalonek a oa war-nes en em gannañ gant ar Minotaoros. Reiñ a reas ur bolotenn c'hloan dezhañ hag aliañ anezhañ da zibunañ anezhi bep ma'z afe war-raok er Milendall. Evel-se e c'hallfe dont en-dro goude e drec'h.

Lazhañ a reas ar Minotaoros ha dont a-benn da dec'het diouzh ar Milendall a-drugarez d'e bolotenn.

Ar Minotaoros en Arzoù

kemmañ

Alies e kaver Theseüs hag ar Minotaoros en arz an Henamzer, war al listri pri-poazh peurgetket met ivez gant delwennoù. Da skouer strollad Theseüs o stourm gant ar Minotaoros savet gant Myron.

Kavout a reer ar memes tem skeudennaouet gant arzourien a vremañ evel Auguste Rodin (Minotaure), Picasso (Theseüs o lazhañ ar Minotaoros), pe Iché (Minotaoros, pe Theseüs o lazhañ ar Minotaoros).

Awenet eo bet al lennegezh gant an danvez-se ivez. Klask ar Minotaoros e foñs e vilendall a zeu da vezañ un amprouadenn deskoni da glask distruj an euzhvil loenek zo kuzhet e pep hini ac'hanomp. En e zanevell "Chomaj Asterion" (en Aleph), José Luis Borges a ra ur boud didamall eus ar Minotaoros evitañ da vezañ euzhus un tamm. Lezel a ra Theseüs, lakaet da aktour a eil rank ha deskrivet en ungomz ar Minotaoros evel ur saveteer deuet d'e zieubiñ, da lazhañ anezhañ.

Skrivet en deus Friedrich Dürrenmatt un doare all eus mojenn ar Minotaoros ivez en e levr Minotaurus, embannet e 1985, zo ur barodienn. Eilpennet en deus emzalc'h an harozed oc'h ober ur muntrer eus Theseüs hag o teskrivañ ar Minotaoros evel ur boud kuñv, digenvez ha kizidik.

Levrlennadur

kemmañ
 
Mozaikenn roman eus Raetia a ziskouez ar Milendall, Theseüs hag ar Minotaoros