Ur stern (liester : sternioù) a vez graet eus pezhioù hir (prenn, metal, plastik) kenstrollet evit ma 'z eont da zougen traou pe o lakaat asamblez.

stern
Iskevrennad eusweaving tools, appliance, textile machine Kemmañ
Implijgwiaderezh Kemmañ
Implijet gantweaver Kemmañ

Meur a seurt sternioù a vez kavet evit meur a obererezh. Implijet e vezont kalz er munuzerezh (dorioù, prenestroù, arrebeuri) hag ar c'hilvizerezh. An taolennoù arzel, ar bravigoù hag an tapisoù a c'hell bezañ lakaet war ur stern ivez.

Stank e vezont sternioù arbennik evit daou obererezh, ar gwiaderezh hag ar marc'hegerezh, ken implijet m'eo lavaret stern evito hep soñjal resisañ muioc'h. Bez ez eus sternioù evit gwiadiñ a anver sternioù-gwiader ha sternioù evit lakaat al loened da denn karbedoù. Sternioù-kezeg a veze lavaret, pa oa al loened-se ar re implijetañ evit an dezougerezh gwezhall.

Gerioù gant stern enno

kemmañ
  • Stern-aoter
  • Stern-boukl
  • Stern-dor
  • Stern-gwele
  • Stern-gwiader
  • Stern-prenestr
  • Sterniañ (al loened, peurvuiañ, gwiskañ an dud ivez)

Tro-lavarioù

kemmañ
  • Labour war ar stern = labour war ober