Ur mor kreizkevandirel eo ar Mor Du gant riezoù Europa hag Azia tro-war-dro: Ukraina ha Rusia en norzh, Jorjia er reter, Turkia er su, Bulgaria ha Roumania er c'hornôg. Mor Azov zo ur mor bihan en hanternoz enklozet gant ledenez Krimea. Gorread an daou vor a zo 461 000 km², ennañ 38 000 km² evit mor Azov. Daou strizh-mor (ar Bosfor hag an Dardanelloù) hag ur morig etrezo, Mor Marmara, a lez un hent betek Mor Egaios p'emañ strizh-mor Kertch etre ar mor Du ha mor Azov.
Meur a stêr a ya ennañ ken n'eo ket gwall sall dourioù ar mor. Ar stêrioù pennañ eo ar Boug, an Dniepr, an Dniestr, an Danav, ar Stêr Ruz (Kizil Irmak), ar Rioni hag ar Sakarya.

Mor Du
adjacent sea, diazad doureier
Rann eusMeurvor Norzh Atlantel, Mediterranean Sea Area Kemmañ
Diskarg al lennBosfor Kemmañ
Anvet diwardu Kemmañ
Daveennoù douaroniel43°24′36″N 34°15′36″E Kemmañ
A zo stok ouzhAutonomous Republic of Crimea, Bulgaria Kemmañ
Map
Ar Mor Du.

Orin an anv kemmañ

Kavet e vez an anv Mor Du en XIIIvet kantved (Μαύρη Θάλασσα) pa veze graet anezhi ar Pontos (Πόντος), da lavarout eo ar Mor hervez Strabo. Koulskoude ec'h implije ar C'hresianed hag ar Romaned Εύξεινος Πόντος Euxeinos Pontos, ar Mor degemerus. Un dro-zic'harvaat eo pa oa bet roet an anv kontrol Pontos Axeinos, ar mor dizegemerus (Pindaros, e deroù ar Vvet kantved kt JK). Hervez Strabo e kave diaes ar C'hresianed bevañ war ribloù ar mor-se pa oa meuriadoù "gouez" tro-war-dro.
Lod eus ar ouizieien a gred e teu ar ger Akeina eus ar ger persek, al liv du e dalvoudegezh. Evel-se e vije kozh-tre al lavar memes tra, pa weler e oa un doare evit envel ar roudoù-avel dre livioù e c'heller kompren e talveze ar Mor Du evit mor an Hanternoz, pa dalveze ruz evit ar Su (sellit ouzh anv ar Mor ruz).
Bremañ e reer gant an anv-gwan "du" e kazi pep yezh: turkeg Kara Deniz, rusianeg Чёрное море, bulgareg Черно море, Cherno more, jorjieg შავი ზღვა, shavi zghva, ukraineg Chorne More, roumaneg Marea Neagră, lazeg Ucha Zuğa, oubic'heg ʃʷaʤa.