Mor Azov (Азовське море en ukraineg, Азовское море e ruseg, Azaq deñizi e tatareg Krimea), zo ur mor bihan damgloz, e reter Europa. Stag eo ouzh ar Mor Du, war-bouez strizh-mor Kertch. Dont a ra e anv eus hini kêr Azov, en aber ar stêr Don, er biz.
En Henamzer e veze gwelet evel ul lenn, ha paludoù tro-dro, anvet Pălūs Meotis (« geun pe lenn Meotis »).

Mor Azov gwelet eus ul loarell, gant ledenez Krimea a-gleiz

Douaroniezh

kemmañ

En-dro da Vor Azov emañ stadoù Ukraina, er c’hornôg hag en hanternoz, ha Rusia er reter. Gant ledenez Krimea ha ledenez Taman eo dispartiet Mor Azov diouzh ar Mor Du, ha liammet eo an daou vor dre strizh-mor Kertch.
En em astenn a ra Mor Azov war ur gorread a 38 000 km², ha n’a ket e zonder en tu all da 15 m. N’eo ket gwall sall an dour. Ha bas-kenañ eo el lodenn gornôg, gant kalzik enezennoùigoù. Gant se e c’hall an dour bezañ tomm a-walc’h e-pad an hañv hag e c’hall skornañ aes a-walc’h e-pad ar goañv.

Ennañ en em daol ar stêrioù Don ha Kouban. Dre m’eo liammet ar stêr Don ouzh ar Volga war-bouez ur ganol, eo pouezus-bras Mor Azov evit armerzh Rusia. Dre an an Don hag ar Volga e c’hall listri tremen eus Mor Azov hag ar Mor Du da Vor Kaspia ha d’ar Mor Baltel.

Peskedus e oa an dourioù, met er bloavezhioù diwezhañ eo digresket ar c’hementad pesked a daper eno, abalamour d’ar re-besketa ha d’ar saotradur dreist-holl.