Ino
Ino (Ἰνώ / Inố e gresianeg) a oa merc'h da roue Thebai, Kadmos, ha da Harmonia, e gwengelouriezh Hellaz. Breudeur ha c'hoarezed he doa : Agaue, Semele, Polydoros hag Aotonoe.
Dimeziñ a reas gant Athamas, roue Orc'homenos, pa gasas e wreg kentañ, Nefele, diwar e dro, goude m'o doa bet daou vugel, Helle ha Friksos. Daou vab o doe Ino hag Athamas : Learc'hos ha Melikertes.
Aon he devoa Ino e vije lakaet bugale Nefele da ren war-lerc'h o zad, hag ijinañ a reas un dro-gamm. Deviñ a reas ar greun a oa bet lakaet a-gostez da hadañ er vro, ma renas an naonegezh. Pan eas tud ar vro da-gaout an orakl da c'houzout petra a oa kaoz da se e roas arc'hant dezhañ evit ma kontfe e oa he lezvab Friksos an hini a oa kiriek d'an naonegezh, hag e c'houlenne an doueed e aberzhiñ. Gant bennozh an doueed avat e teuas bugale Nefele a-benn da dec'hel.
War-lerc'h se e voe fiziet enni an doue Dionysos, bugel Zeus ha Semele, he c'hoar. Pa glevas Hera kement-se e savas droug enni, hag e lakaas Ino hag he gwaz da drelatiñ. Athamas a lazhas e vab Learc'hos, o soñjal e oa ur c'harv ; Ino a daolas Melikertes en ur gaoteriad dour berv, ha goude en em daolas er mor gant korf he mab.
Distanet kounnar an doueed neuze e teuas Ino da vezañ unan eus doueezed ar mor, dindan an anv Leukothea (Λευκοθεα / Leukothea, an doueez wenn), gwenn evel liv ar fru. Gallout a rae sioulaat ar mor pa veze gwallamzer. He mab ivez a voe lakaet da zoue, hag adanvet Palaimon (Παλαίμων Palaímon).
En Odysseia Homeros, a ra « Ino-Leukota » anezhi (καλλίσφυρος, "plac'h an daouufern koant, c'hoar da Gadmos, a zo bet maouez hag a gomze yezh an dud hogen bremañ emañ e dour sall ar mor m'he deus bet enor digant daouarn an doueoù". Harp a ro da Odysseüs da vont war ar mor.
Gant ar Romaned
kemmañHeñvelekaet e voe gant ar Romaned ouzh o doueez Matuta, hag he mab ouzh Portunus, doue ar porzhioù.
-
Pentheüs, mab Agaue, drailhet gant e vamm (Agaue) hag e voereb Ino. Dremm ruz atikat war golo ul lekanis (bolenn koaven-dremm), war-dro 450-425 BCE (Mirdi al Louvre)
-
Ino hag Odysseüs, gant Alessandro Allori
Levrlennadur
kemmañ- (en) Dalby, Andrew, The Story of Bacchus, British Museum Press, London, 2005, ISBN 0714122556 (US ISBN 0-89236-742-3) pp. 36-42, 151.
- (en) Burkert, Walter, 1992. The Orientalizing Revolution: Near Eastern Influence on Greek Culture in the Early Archaic Age (Cambridge:Harvard University Press).
- (en) Kerenyi, Karl, 1976. Dionysus: Archetypal Image of Indestructible Life (Princeton: Bollingen).
- (en) Kerenyi, Karl, 1951. The Gods of the Greeks (Thames and Hudson).