Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Kadmos (Κάδμος e gresianeg, latinekaet e Cadmus) a oa roue Tebez (Thebai), dimezet gant an doueez Harmonia. Ganti en deus bet meur a vugel, en o zouez Semele, Ino hag Agaue.

Kadmos o hadañ dent an aerouant, livet gant Maxfield Parrish, 1908

Mojenn diazezadenn Tebez

kemmañ

Kadmos, mab Agenor, roue Sidon, en dije diazezet keoded Tebez gant e gompagnuned. Kaset e oa bet ar paotr yaouank gant e dad da gerc'hat e c'hoar Europa, bet skrapet gant an doue Zeus, a oa deuet dindan neuz un tarv. Goude treuziñ meur a vro setu eñ erru e Delfi. Eno e roas urzh ar Pythia da baouez gant e glask ha da heuliañ ur vuoc'h, ur c'hresk loar ganti ouzh he c'hostez, a zegouezhfe gantañ hag a gasfe anezhañ betek al lec'h ma ranke sevel ur geoded nevez. Roet e oa ar vuoc'h da Gadmos gant Pelagon, roue Fokis, hag e kasas anezhañ betek Boiotia.

Kadmos en doa kavet al lec'h ma felle dezhañ diazezañ ar geoded nevez. Kas a reas e gavandidi davit dour evit lidañ un aberzh da Athena met lazhet e voent gant un aerouant dour a ziwalle mammenn Kastalia. Ha Kadmos ha lazhañ an euzhvil. War ali Athena e lakaas dent an aerouant en douar evel pa vijent had ha diwan a reas tud diouzh al leur, gwisket ganto o harnez, armoù hag all, ur ouenn a vrezelourien, ar Sparted "aotokton". Pemp anezhe a oa bet hendadoù noblañs kentañ ar geoded. Ares a oa tad an aerouant dour diskaret gant Kadmos, hag abalamour da se e oa sañset bezañ hendad ar Sparted ha tiegezhioù bras noblañs Tebez. Lakaet e voe Kadmos e pinijenn e-pad eizh vloaz gant Ares, ouzh e servijañ. E fin ar prantad-se e oa roet dezhañ da wreg Harmonia, merc'h Ares hag Afrodite, gant Zeus, evit skoulmañ ar peoc'h. Dont a reas Kadmos da vezañ kentañ roue ar geoded.