Semele (Σεμέλη / Semélê e gregach) a oa merc'h d'ar roue Kadmos (a savas kêr Thebai) ha d'an doueez Harmonia, a oa unan eus serc'hed Zeus. C'hoar e oa d'ar rouanez Ino a zeuas da vout an doueez Leukothea.

Zeus ha Semele, livet gant Gustave Moreau (1894-1895)

Mojenn

kemmañ

Semele a oa belegez, oc'h ober war-dro aoter Zeus. Un deiz e oa an doue meur o nijal, hag eñ gwisket tres un erer gantañ, da evezhiañ ouzh lidoù graet dezhañ pa he gwelas o lazhañ un tarv war e aoter, ha goude se o neuial er stêr da walc'hiñ ar gwad diwarni. Ha Zeus pitilh ganti, da vont d'he gwelet e kuzh.

Gwarizi a vage an doueez Hera, gwreg Zeus, ouzh Semele a blije kement da vestr an doueed, hag a oa dougerez diwarnañ. Gwiskañ a reas tres Beroe, a oa magerez Semele, hag ar plac'h da anzav e kouske gant Zeus. Eben a lakaas Semele da ziskrediñ hag ec'h alias anezhi da c'houlenn digant Zeus dispakañ e c'halloud dirazi. An doue meur ne gredas ket nac'h outi peogwir en devoa prometet reiñ dezhi kement tra a c'houlennje digantañ.

Neuze en em ziskouezas dezhi gant e dan-taran hag e luc'hed. War an taol e voe pulluc'het ar paourkaezh plac'h, pezh a oa gortozet gant Hera. A-boan e tennas diganti, eus hec'h askre, o mab Dionysos, a voe lakaet gantañ en e vorzhed da c'hortoz ur mizioù bennak ken na vije deuet ar c'houlz d'e c'henel.

Diwezhatoc'h, e teuas Dionysos da Lerna, ambrouget gant Prosymnos, da glask an hent war-du an Ifernioù. Tennañ a reas e vamm eus rouantelezh ar Skeudoù hag en he c'hasas d'an Olympos, ma teuas da vout un doueez anvet Thyone.

Dont a ra Semele eus Semelo (Ζεμελώ / Zemelố e gregach), a oa doueez an douar e Frygia, hag a veze enoret d'an nevezamzer.

Menegoù anezhi

kemmañ

Gwelout ivez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.