Leukothea

Leukothea (Λευκοθέα / Leukothea, ‘an doueez wenn’), a oa un doueez eus ar mor e mojennoù Hellaz kozh.

Leukothea o sikour Odysseüs, treset gant John Flaxman (1810).

Dont a ra hec'h anv eus he liv gwenn evel ar fru. Gallout a rae sioulaat ar mor pa veze gwallamzer.

InoAozañ

A-raok bezañ doueez e oa ar rouanez Ino. He mab Melikertes ivez a voe lakaet da zoue, hag adanvet Palaimon.

GwarezerezAozañ

En Odysseia ez a da sikour Odysseüs e-kreiz ar gwallamzer. Homeros a ra anezhi Ino-Leukotha [καλλίσφυρος] (plac'h he daouufern koant), c'hoar da Gadmos, a zo bet maouez hag a gomze yezh an dud hogen bremañ emañ e dour sall ar mor m'he deus bet enor digant daouarn an doueoù.

Ur vaouez, karantez ApollonAozañ

Ur vaouez, a voe karet gant Apollon, a oa anvet Leukothoe, hag a vez kemmesket a-wechoù gant Leukothea.