Agaue
Agaue pe Agave (Ἀγαυή / Agauế e henc'hresianeg pe Agavi e gresianeg a-vremañ) a oa
- merc’h da Gadmos, roue Thebai, ha d'an doueez Harmonia,
- ha c'hoar da Aotonoe, Polydoros, Semele hag Ino.
Dimeziñ a reas da Ec'hion, ha genel a reas Pentheüs.
Pa oa bet lakaet Pentheüs da roue, edo an doue Dionysos o klask brudañ e lidoù e kêr Thebai, ha stourm outañ a rae ar roue.
Kastizet e voe Agaue gant Dionysos dre m’he devoa droukkomzet a-zivout Zeus, a oa dousig he c’hoar Semele.
Mont a reas foll, hag en he follentez e tibezhias he mab Pentheüs en-bev. An istor-se eo danvez pezh-c'hoari Euripides, Ar Bacchanted
Eus anv Agaue e teu hini an agave.