Helle (merc'h Athamas)

(Adkaset eus Helle (merc'h Atamas))

Helle, pe Hellê ( Ἕλλη e gregach), pe Athamantis (Ἀθαμαντίς), zo un anv hag a gaver e penn-kentañ mojenn an Argonaoted. Merc'h e oa da Athamas ha da Nefele. Heskinet e oa, evel he breur gevell Friksos, gant o lezvamm Ino a vage kasoni outo.

Gwidreoù

kemmañ

Evit kaout an dizober eus ar vugale ec'h ijinas un taol-gwidre.
Deviñ a reas ar greun a oa da vezañ hadet. Klemm a reas ar bobl, spontet gant an naonegezh war wel. Evit gouzout petra ober ez eas un darn da gaout un orakl. Ino o lakas da gontañ gevier ha da gontañ e oa ret aberzhiñ Friksos evit habaskaat an doueed kounnaret.

Neuze e teuas Krisomalos — ar maout askellek e groc'hen aour a nije dre an aer — d'o c'haout, kaset ma oa gant Hermes. Tec'hel a reas Helle gant Friksos war gein al loen.

 
Friksos ha Hellê.

Siwazh ! kouezhañ a reas ar plac'h er mor, er strizh-mor a anver Hellespontos abaoe, ma voe beuzet. He breur avat a nijas betek Kolkida.

Hervez Valerius Flaccus e oa deuet da vout un doueez diwallerez ar vartoloded(Daveoù a vank).

Pennadoù kar

kemmañ