Erato (Ἐρατώ, Eratố e henc'hresianeg) a zo unan eus an nav Muzenn, merc'hed Mnemosyne ha doueez al lennegezh, ar skiantoù hag an harzoù. E anv a dalvfe kement a "karet" pe "c'hoantet".

Livadur gant Simon Vouet.
Livadur gant John William Godward.

Muzenn ar varzhoniezh lourennek hag erotek eo Erato, laveret eo er veulganoù Orfek e c'hall hoalañ dre he daoulagad. A-c'houde an azginivelezh e veze skeudennaouet Erato gant ur mirtus, ur gurunenn roz, hag o terc'hel ul lourenn, pe ur c'hithara, ur benveg ereet ouzh Apollo. Skeudennoù arall a ziskouez Erato gant ur gwareg aour, a zegas soñj ag Eros, hag a vez kavet en he c'hichen ur wezh an amzer.

Gwelout ivez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.