Galinthias
(Adkaset eus Galantis)
Galinthias (Γαλινθίας e gregach) a oa matezh Alkmene, mamm Herakles, e mojennoù Hellaz kozh.
Pa oa dougerez he mestrez e klaskas an doueez Hera mirout ouzh ganedigezh ar mab-se da Zeus. Louzet e voe an doueez gant Galanthias a lavaras dezhi e oa gwilioudet ar vamm.
Evit he c'hastizañ e voe troet gant Hera en un dourgi. Daoust da se e chomas gant he mestrez.
An anv latin
kemmañGalinthis a vez graet anezhi e mojennoù Roma.
Levrlennadur
kemmañ- Ovidius, Metamorfozoù 9.273.