Titaned
An Ditaned (Henc'hresianeg: Τιτάν) a oa mibien da Ouranos, an Oabl, ha Gaia, an Douar, hervez Gwengelouriezh Hellaz.
Koshoc'h int eget Doueed an Olympos. Sevel a rejont a-enep an Doueed, ha klask pignat gant an oabl. Distrujet e voent gant Zeus hag e dan-taran.
An anv
kemmañE gregach e oa Τιτάν / Titán en unander, ha Τιτᾶνες / Titãnes el liester.
O c'herentiezh
kemmañPeurvuiañ e vez kontet c'hwec'h Titan, ha c'hwec'h Titanez, anvet a-wechoù an "Titanided", (e gregach, Tιτaνίς en unander, ha Tιτανίδες el liester), hervez Theogonia Hesiodos.
Met hervez ar relijion orfek e oant seizh ha seizh.
- An Ditaned a oa anezho :
Ma ne oa nemet daouzek Titan eta e vez roet an anv-se ivez alies d'o diskennidi, pe da zarn anezho bepred ha dreist-holl
- Prometheüs
- Epimetheüs
- Atlas
- Hesperos
- Menoitios
- Hekate
- Asteria ha Leto
- Eos
- Helios ha Selene
- Perses
- Pallas hag Astraios
- Astraia
- Eosforos ha Hesperos
- ha re all c'hoazh.
Ouzhpenn-se e vez lakaet da Ditaned doueed eus ar remziad kozh evel
Mojenn
kemmañKentañ bugale Ouranos ha Gaia a oa
- an tri Hekatonc'hir, hanter-kant penn ha kant dorn da bep hini,
- an tri C'hiklop, ul lagad hepken da bep hini.
Goude e teuas ivez an daouzek Titan.
Ouranos avat, hag-eñ kentañ mestr ar bed, a wele pegen euzhus e oa e vugale, ha pegement a boan a vije da virout e gurunenn, a gasas ar c'hwec'h kentañ d'an Tartaros, izelañ korn an Ifernioù. Ma savas fulor en o mamm Gaia, ha hi d'isañ an Ditaned da zistroadañ Ouranos, met ne voe nemet unan, Kronos, o klask ober un dra bennak. Gortoz a reas e dad gant ur falz, spazhañ anezhañ, ha teurel e galc'h en Okeanos.
Brazezet gant had Ouranos e teuas an doureier da ober eon hag er-maez da Enez Kythera e voe ganet an doueez Afrodite, evel ma c'haller gwelout e gerdarzh hec'h anv (e gregach Ἀφρός / Aphrós a zo eon). Hervez Klaudios Ailianos e voe ganet Afrodite e-barzh ur grogenn ha gant ar grogenn-se eo e tegouezhas e Kythera.
Aet an trec'h gant Zeus eta. Neuze e rannas ar bed gant e vreudeur Poseidon hag Haides. Da Zeus an Oabl, da Boseidon ar Mor, ha da Haides bed an deñvalijenn, an Ifernioù. Ar bed stabil-mañ eo an hini a c'hallo an dud bevañ ennañ. Met ur brezel all zo war wel, hini ar Ramzed, ma voe doueed an Olympos hag ar Ramzed oc'h en em zrailhañ.
Kimiezh
kemmañ- Diwar anv an Ditaned e teu anv an elfenn gimiek "Titaniom".