Etimologiezh

(Adkaset eus Gerdarzh)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

An etimologiezh eo studi istor ar gerioù, da lavaret eo o ereadur adal o stumm hag o uzaj a-vremañ betek ar stad koshañ anezho a c'haller testeniekaat.

Orin ar gerioù Aozañ

Ar ger etimologiezh a zeu eus al latin etymologia, ger kompozet savet diwar ar gregach kozh étumos (ἔτυμος) « gwir » ha -logia (-λογια) (tennet eus lógos « prezeg, poell »), dre ar galleg étymologie.

An etimon Aozañ

Stumm orin ar ger eo an etimon, a vez kemmet goude un emdroadur en e zistagadur peurliesañ, hag un emdroadur en e sinifiañs alies-mat, dreist-holl pa vez estren orin ar ger. Alies a-walc'h e vez kavet an etimon er yezh vammenn.
Un trede doare eo an neologiezh, da lavaret eo ar goveliañ gerioù nevez en ur yezh evit bastañ da ezhommoù nevez : un neologism eo ar brezhoneg poellgomz (Daveoù a vank), a zo bet goveliet evit treiñ ar ger saoznek smartphone ; diwar gwriziennoù estren e vez krouet neologismoù, evel er galleg téléphone (gregach têle "pell" + phônê "mouezh, son"), pe diwar gwriziennoù a zo er yezh dija, evel pellgomz (pell + komz).

Ar fonetik, a ra gant ar sonioù, hag ar semantik, a ra gant ar sinifiañs, eo an daou hent a heulier evit kavout etimon ar ger-mañ-ger.
Gant ar skridoù koshañ e vez skoret an enklaskoù, ha gant an enrolladennoù ivez abaoe ma'z eur bet gouest da enrollañ sonioù.

Emdroadur ar sonioù Aozañ

A-viskoazh ez eus tremenet gerioù eus un eil yezh d'eben, ha techet eo ar yezhoù da glotañ kement ger a zegemeront ouzh o doare dibar da zistagañ ar vogalennoù hag ar c'hensosennoù.
Da skouer, al latin petra "maen" a roas an anv-badez Pêr e brezhoneg. Ne c'halle ket Petra chom evel ma oa en abeg d'ar ger brezhoneg "petra" ; diwar levezon ar stumm gallek Pierre /pjɛr/ e teuas "Pêr", hag en abeg da daol-mouezh kreñv ar brezhoneg ne c'halled ket distagañ /'piɛr/ e-lec'h /pjɛr/ ; Pezr eo bet ar stumm brezhonek koshañ neuze, dre steudiadur /i/ ha dre emdroadur an /t/ latin e /z/ hervez boazioù distagadur ar brezhoneg, kent bezañ Pêr /pɛ:r/, an tired-kognek o verkañ dre skrid ar /z/ a zo aet da get, koulz hag astenn ar vogalenn /e/ en abeg d'ar steuziadur-se end-eeun[1].
Ur skouer all zo gant ar ger gallek jamais, /ʒamɛ/, a zo troet da "james" /'ʒãməs/ e brezhoneg : pouezet ez eus bet war ar silabenn gentañ, hag astennet ar vogalenn, hervez boazioù ar brezhoneg.

Emdroadur ar sinifiañsoù Aozañ

Boutin d'ar galleg éventuellement ha d'ar saozneg eventually eo ar ger latin eventus "degouezh" mes disheñvel eo ar sinifiañsoù hervez ar yezh : kement ha "diouzh an degouezh" e talvez éventuellement, pa dalv eventually kement hag "en diwezh".

Notennoù Aozañ

  1. An hevelep emdroadur a weler gant /s/ e galleg : maistre > maître /mɛtʀ/, mesme > même /mɛm/, teste > tête /tɛt/, an /s/ o treiñ da vut bewech, pa veze distaget gwechall.


Pennadoù kar Aozañ