Atropos
Atropos (gregach: Ἄτροπος, « Didro ») eo anv unan eus an Teir Moira, c'hoarezed, pe Merc'hed an Tonkadur, e mojennoù Hellaz kozh. Ar goshañ anezhe an hini eo, ha ma'z eo "didro" eo peogwir eo-hi a droc'h neudenn buhez pep den, hep tamm truez ebet ha hep na c'hellfe an den distreiñ da vev.
Labourat a rae gant Klotho, a neze, ha Lac'hesis a vuzulie an neud. Diasur eo o orin, goude ma vez graet anezho "c'hoarezed an noz" ivez. Un amzer a voe, bepred, ma ne rejont ket mui war-dro ar marv, nemet ober a raent war-dro planedenn an dud.
Hervez Theogonia Hesiodos e oa Atropos hag e c'hoarezed (Klotho ha Lac'hesis) merc'hed Nyks (an Noz).
E Roma e oa Morta anv an doueez par dezhi.
Levrlennadur
kemmañ- Blisniewski, Thomas: "Kinder der dunkelen Nacht". Die Ikonographie der Parzen vom späten Mittelalter bis zum späten XVIII. Jahrhundert. Diss. Köln 1992, Köln 1992
- Blisniewski, Thomas: Parzen für die Zarin. Johann Joachim Kändlers Parzengruppe für Katharina II. von Russland. In: Weltkunst 1994 (8), S. 1052-1053
- Blisniewski, Thomas: Cornelis Corneliszoon van Haarlem: Ein wiederentdecktes Gemälde. In: Weltkunst 1996 (4), S. 330-331
- Kirschenknapp, Hildegard: Parzen und Nornen. Die poetische Ausformung der mythologischen Schicksalsfiguren zwischen Aufklärung und Expressionismus. Diss. Düsseldorf 1999, Frankfurt a. M. ; Berlin ; Bern ; Bruxelles; New York ; Wien 2000 (= Europäische Hochschulschriften : Reihe 1)