An teir Moira (pe ar Moirai, pe an Teir Farkezenn d’ar Romaned, pe ar Parkezed, pe Merc'hed an Tonkadur), a oa doueezed a rae war-dro ganedigezh, buhez, ha marv an dud war an douar. Da dud Hellaz kozh e oa divizet gant an doueed kement tra a c’hoarvez er vuhez. Edo an teir Moira o chom en ur palez ma’z eo skrivet tonkad pep hini en houarn hag en arem, ha na den na doue n’hall diverkañ tra ken.

Ar Parkezed gant Sodoma.
Atropos, gant Goya, 1820-1823, Mirdi ar Prado (Madrid)
Lac'hesis war ar Puteal de la Moncloa, penn ur puñs marmor e doare atikat nevez an IIvet kantved, Mirdi Hendraouriezh Spagn (Madrid)

O anvioù kemmañ

Μοῖραι / Moĩrai eo o anv e gregach. Bez' ez int :

  • Klotho (« Nezerez ») a zalc’h an neudenn, arouez buhez mab-den, war ur gegel ;
  • Lac'hesis (« Tonkad ») a dro an neud war ur werzhid ;
  • Atropos (« Didro ») eo an hini a droc’h neudenn buhez an dud pa vez deuet ar c’houlz.

O ganedigezh kemmañ

Gant piv e oant bet ganet, n'eo ket aes gouzout.

Hervez Theogonia Hesiodos e oant merc'hed da Nyks (an Noz), ha netra ken. Koulskoude e lavar ivez e oant merc'hed da Zeus ha Themis.

Ar re a laka e oa Nyks a oa he mamm, evel Cicero, a ra anv eus Erebos evel tad.

Doareoù all a zo d'ar vojenn, stag an holl anezho ouzh an doueed kentañ, (Ouranos ha Gaia, diwar-lerc'h tammoù de Lykofron et d'Athenaios, pe C'haos gant Kointos Smyrne).

Er Republik, gant Platon, int merc'hed da Ananke (ar Red), met seblantout a ra bezañ ur c'hompren personel d'an oberour.

En arzoù kemmañ

En arzoù ar prantad modern ne vez anv nemet eus ar Parkezed e mod ar Romaned. Rouez a-walc'h an oberennoù dediet dezho.

Padal brudet eo an daolenn Ar Parkezed o nezañ planedenn Maria de' Medici gant Rubens a zo e-giz titl un heuliad a 24 livadur gouestlet da vuhez ar rouanez-vamm, livet etre 1622 ha 1625 evit palez al Luksembourg, he falez nevez e Pariz. Resped d'ar rouanez, Atropos ne droc'h ket dirazomp neudenn he buhez. Da heul an daolenn gentañ-se e teu un eil hini e-giz istitl : Trec'h ar wirionez, kenunvaniezh divrall ar rouanez-vamm hag he mab. (Skeudennoù er bajenn Maria de' Medici (rouanez Bro-C'hall)).

A-hend-all, c'hoarvezout a ra gant livourien zo ober dave d'ar Parkezed hep o envel, dre o jestroù hepken : an eil a ra van da nezañ gant ar gegel, eben a denn war an neudenn, an drede a droc'h. Da skouer :

  • Georges de La Tour, Lennerez planedennoù : teir flac'h yaouank gant ar jestroù-se (a c'hellfe bezañ ur respont a-dak da Rubens, seul vui ma vez graet waarzegger, an hini a lavar ar wirionez, eus al lennerez planedennoù e flandrezeg).
  • Pablo Picasso, Dimezelled Avignon : ar memes jestroù gant ar plac'h a-gleiz hag an div blac'h a-zehoù… Koñsevet eo bet an daolenn gant Picasso goude e weladennoù kentañ da virdi al Louvre, e-lec'h ma oa degouezhet e 1900 an heuliad Maria de' Medici. Taolenn vrudet Picasso a c'hellfe ivez kaout ul liamm bennak gant Parkezed Rubens.