Francisco de Goya
Francisco de Goya y Lucientes, ganet d'an 30 a viz Meurzh 1746 e Fuendetodos, en Aragon, e Bro-Spagn, ha marvet d'ar 15 a viz Ebrel 1828 e Bourdel, e Bro-C'hall, a oa ul livour spagnol.

E vuhez Aozañ
Mab e oa da Gracia Lucientes († 1785) ha da José de Goya († 1781). E dad a oa alaourer e Zaragoza ha labourat a rae evit chalonied iliz-veur ar Pilar. E Zaragoza e tremenas e vugaleaj. Gant e dad ha gant e genlabourerien e teskas elfennoù kentañ e vicher da zont. Degemeret e voe en akademiezh-tresañ José Luzán e Zaragoza e 1759 hag eno e chomas betek 1763.
E 1770 e veajas da Italia.
Gant Bourboned Spagn Aozañ
Mont a reas da Vadrid da vevañ diwezhatoc'h pa'z eas da livour ofisiel al lez dindan ren Carlos IV. Eno e chomas etre 1775 ha 1819 .
E bost a viras e-pad an dalc'hidigezh c'hall met da fall ez eas e zarempredoù gant Fernando VII ha mont kuit a reas da Vro-C'hall e 1824 gant e serc'h Leocadia Weiss, hag o merc'h Rosario Weiss.
Harlu e Bourdel (1824-1828) Aozañ
En Mae 1823 e teuas arme dug Angoulême, ar Cien Mil Hijos de San Luis gouez d'ar Spagnoled, da gemer kêr Madrid evit adsevel monarkiezh diharz Fernando VII.
E varv Aozañ
E Bourdel e varvas e 1828.
Las majas Aozañ
-
La maja desnuda
Eoullivadur war lien, 98 x 191 cm
Mirdi ar Prado, Madrid -
La maja vestida
Eoullivadur war lien, 95 x 190 cm
Mirdi ar Prado, Madrid
La maja desnuda, "Ar bompinell noazh", oberenn savet etre 1790 ha 1800, a oa bet goulennet, a greder, gant Manuel Godoy, rak gouzout a ouzer e oant en ur c'habined en e di.
En div daolenn e weler ur vaouez en he gourvez war ur gwele o sellout ouzh an arvester. N'eo ket ur vaouez eus ar vitologiezh, unan wir eus amzer Goya a veze graet la Gitana anezhi eo. E La maja desnuda eo marteze awenet gant korf dugez Alba. Lavaret ez eus bet ivez e c'halle bezañ serc'h Godoy, Pepita Tudó.
Goude an trouz a savas e Spagn abalamour d'ar maja desnuda e nac'has Goya he gwiskañ, ha gwelloc'h e kavas livañ unan all : ar maja vestida, "ar bompinell wisket".
Livadurioù Goya Aozañ
-
Chaseadeg [1775] -
Ar Vergodenn
(1791-1792) -
Dugez Alba
(1795) -
Murlivadur
-
Poltred Doña Isabel Cabos de Porcel -
Poltred Markizez Santa Cruz . War-dro 1805.
-
Ar Rouanez María Luisa de Parma (1814) -
Fernando VII, roue Spagn,
en e vantell lez (1815) -
Sant Pêr er morc'hed (1823-1825) -
Tio Paquete
(1820) -
Div vaouez
hag ur gwaz
(1820-1821) -
Sabad ar gwrac'hed .
Mirdi Galdiano,
Madrid. -
Ar Sabad,
(1820-1823), Prado -