Fernando VII (Spagn)
Fernando VII (San Lorenzo de El Escorial, 14 a viz Here 1784 - Madrid, 29 a viz Gwengolo 1833), lesanvet el Deseado (an hini c'hoantaet) pe el Rey Felón (ar roue trubard) a voe roue Spagn dre ziv wech: adalek Meurzh betek Mae 1808, ha goude skarzhet ar «rey intruso» José Iañ Bonaparte, adal Kerzu 1813 betek e varv, war-bouez ur pennadig e 1823, pa voe diroueet gant Kuzul ar Rejañs.
E vuhez
kemmañYaouankiz
kemmañGanet e oa d'ar 14 a viz Here 1784, e San Lorenzo de El Escorial. Mab e oa da Carlos IV, roue Spagn, ha da María Luisa de Parma (1751-1819), a voe diskaret gantañ da-geñver emsavadeg Aranjuez.
Goude Emwel Baiona e 1808 e rankas dilezel e garg a roue. E-pad Brezel Dizalc'hted Spagn e chomas prizoniet e Valençay, e Bro-C'hall, hogen anavezet e oa gant Cortes Cadiz, ha kuzul ar rejañs, evel roue Spagn en e reizh. Pa zistroas en 1814 e oa fiziañs ennañ, ha karet e oa gant an darn vrasañ eus ar Spagnoled.
Pa voe faezhet armeoù Napoleon ha kaset kuit ar roue Buonaparte e voe daskoret e gurunenn da Fernando gant Napoleon, gant Feuremglev Valençay. Ar roue deseado, c'hoantaet avat, a ziskouezas ne oa nemet ur roue hollveliour mac'hom ha ne rae forzh ebet, eus kreiz e lez, gant c'hoantoù gwirion e bobl, ha hi a wele ennañ neuze un den divorc'hed, treitour, ha leun a zrougiezh. Ne oa ken pal d'e bolitikerezh nemet padout er galloud.
Entre 1814 ha 1820 ec'h adsavas an hollveliouriezh eta hag ec'h embannas e oa e-maez al lezenn Bonreizh Cadiz. Heskinañ a reas kostezenn ar frankizourien. Hogen, war-lerc'h ar c'hwec'h vloavezh a vrezel diabarzh a oa bet en amzer ar Buonaparte, ha gant ur vro rivinet, un ekonomiezh diskaret, ne deuas ket a-benn e c'houarnamantoù da gas lestr ar stad war-raok.
En 1820 e voe un taol-stad gant an arme hag a zegasas un tribloaziad a frankizouriezh (1820-1823), hag adsavet e voe Bonreizh ha dekredoù Cadix.
Un dezamortizadur, pe diberc'hennadur, a voe a-nevez. Bep ma'z ae ar frankizourien virvidik pelloc'h eget ar re glouar e rae van ar roue da zoujañ ouzh ar Vonreizh en ur iriennañ da adsevel an hollveliouriezh. Dont a reas a-benn eus e daol gant ergerzhadeg-vrezel an arme c'hall da Spagn e 1823.
E dibenn e ren e voe gwaskerezh diduez, hogen ivez ur politikerezh hollveliek klouar a zisplije kenañ d'an hollveliourien a oa bodet en-dro d'e vreur, an infant Carlos de Borbon. Ouzhpenn-se e voe afer hêrezh ar gurunenn a oa penn-kaoz d'ar c'hentañ brezel karlist a grogo da varv Fernando VII pa zegouezho ar gurunenn etre daouarn e verc'h Isabel II, ha ne voe ket anavezet gant an infant Carlos.
E vuhez
kemmañYaouankiz
kemmañPa voe ganet Fernando de Borbon e oa e dad-kozh Carlos III o ren. An navvet e oa eus pevarzek bugel ar priñs Carlos, a voe roue goude evel Carlos IV, hag e bried María Luisa de Parma (1751-1819). Trizek breur en doa, eizh anezhe a varvas a-raok 1800.
Pa zegouezhas ar gurunenn gant e dad en 1788 e voe anvet Fernando da briñs Asturiez gant ar Breujoù (Cortes) en ul lid a voe aozet e manati San Jeronimo el Real, e Madrid, d'an 13 a viz Gwengolo 1789[1]. Abredik e voe roet da skoliañ d'an tad Felipe Scio de San Miguel, lean eus urzh an Escolapios, den speredek ha desket, hag a voe anvet da eskob Sigüenza en 1795. Kemeret e voe e lec'h neuze gant eskob Orihuela, Francisco Javier Cabrera, ha gant ar chaloni Juan Escóiquiz. Dindan levezon ar chaloni eo e vagas kasoni ouzh e vamm hag he serc'heg, Manuel Godoy.
Abred e krogas Fernando da iriennañ a-enep e dud hag a-enep Manuel Godoy. En-dro da briñs yaouank Asturiez e oa bodet tud eus an noblañs uhel, a vo graet la camarilla anezho diwezhatoc'h, ha ne glaskent nemet reiñ lamm d'ar ministr Godoy. En 1807 e oa bet un irienn, an hini gentañ, a voe kavet penn dezhi, abalamour d'ur flatradenn. Barnet evoe ar priñs yaouank, flatrañ a reas e harperien, ha goulenn pardon digant e dud. A-du e oa al lezvarn gant an iriennerien ha didamallet e voe an holl.
Ren kentañ hag emgav Baiona
kemmañE miz Meurzh 1808, pa edo armeoù gall Napoleon o tostaat ouzh Madrid, hervez diferadurioù Feuremglev Fontainebleau (1807), ez eas kuit ar roue hag e diegezh da Aranjuez. Godoy a oa en e soñj kas anezho da Amerika ma vije ezhomm. D'ar 17 a viz Meurzh e voe arsailhet palez Godoy gant ar bobl, iset gant tud kostezenn Fernando. Dont a reas Carlos IV a-benn da saveteiñ buhez buhez priñs ar peoc'h met ret e voe dezhañ lezel e gurunenn gant e vab d'an 19 a viz Meurzh[2]. Anavezet eo an darvoudoù-se dindan an anv emsavadeg Aranjuez. An eil gwech en istor Spagn e oa d'ur roue bezañ distroadet gant e vab, abaoe diskar Alfonso X Kastilha gant Sancho IV Kastilha.
Distreiñ a eure Fernando d'al lez ma voe degemeret gant pobl Madrid o youc'hal gant al levenez. Hogen, en derc'hent, 23 aviz Meurzh, e oa erruet an arme c'hall e Madrid ivez gant ar jeneral Joachim Murat
Ar roue ha Napoleon
kemmañGwarez Napoleon a c'houlennas ar roue kozh hag e bried digant Napoleon, ha diwallet e voent gant soudarded Murat. War un dro e kinnigas Napoleon da Fernando aozañ un emgav etreze. Kerkent ec'h asantas Fernando rak esperout a rae e roje skoazell dezhañ da vezañ roue Spagn. E Madrid e ranke bezañ an emgav, met a-benn ar fin e voe lakaet pelloc'h en hanternoz, e Burgos da gentañ, Donostia goude, haga-benn ar fin e c'hoarvezas e Baiona. D'an 20 a viz Ebrel e tremenas ar Bidassoa. Ne ouie ket c'hoazh e oa prizoniad hag e vije dalc'het c'hwec'h vloaz e harlu e Bro-C'hall.
Carlos IV en doa dilezet ar gurunenn, kemeret gant Fernando VII, en eskemm ouzh frankiz Godoy. Napoleon a bedas Godoy ivez da Vaiona. Godoy a soñje e c'hallje goulenn digant Fernando an aotre da zistreiñ da Spagn ha da adkemer e vadoù. Carlos hag e bried a c'houlennas kemer perzh er vodadeg. Dindan gwarez ur bagad soudarded c'hall e tegouezhjont e Baiona d'an 30 a viz Ebrell. Daou zevezh goude en em savas ar bobl e Madrid a-enep ar C'hallaoued. Gant emsavadeg an Dos de Mayoe krogas Brezel Dizalc'hted Spagn.
E-keit-se, e Baiona, e troe an traoù en un doare farsus. Napoleone Buonaparte a viras ouzh Manuel Godoy da erruout, evit ma n'hallfe ket kuzuliañ ar rouaned kozh, a ziskouezas neuze pegen diampart e oant. Napoleon a lavaras da Fernando en doa diskaret ar roue, e dad, dre nerzh, ha ne oa ket reizh ha ne dalveze ket, ha groñs e c'houlennas digantañ anavezout Carlos da roue. Ar rouanez, mamm Fernando, a c'houlennas digant Napoleon fuzuilhañ Fernando abalamour d'ar pezh en devoa graet dezho, roue, rouanez, ha Godoy.
Napoleon a lakaas Carlos da blegañ, ma laoskas gant an impalaer gall e wirioù war gurunenn Spagn. En eskemm e voe kinniget repu e Bro-C'hall, dezhañ, d'e bried ha Godoy, ha 3 milion a realed bep bloaz da vevañ. Carlos a gave dezhañ n'en doa kollet netra er marc'had peogwir e oa bet diroueet gant e vab. Pa erruas e Baiona ar c'heloù eus an emsavadeg hag eus ar waskadeg a deuas goude e voe lakaet bec'h war Fernando gant Napoleon, ha gant e dad Carlos, abalamour dezhañ da anavezout e dad evel gwir roue.
En eskemm en devije ur c'hastell hag ur bañsion vloaziek a 4 milion a realed. Da gement-se ec'h asantas, d'ar 6 a viz Mae 1808[3], pa ne ouie ket e oa bet dilezet e wirioù gant e dad, ha roet anezho da Napoleone Buonaparte, hag a roas anezho d'e vreur Giuseppe Buonaparte. Kement-se eo a zo anvet dilez-kurunenn Baiona.
An dilez-roue-se a zegasas ouzhpenn kemm-tiegezh er rouantelezh. En un diskleriadur d'ar Spagnoled, d'ar 25 a viz Mae, ec'h embannas Napoleon e oa reizhad Spagn o vont da gemmañ hag e vije ur Vonreizh hep kaout ezhomm d'ober dispac'h evit se.
Distro
kemmañEn miz Gouhere 1812 e teuas un armead saoz ha spagnol eus Portugal, gant dug Wellington, da drec'hiñ war ar C'hallaoued en emgann Arapiles, ha d'o c'has kuit eus Andalouzia. Hag int da dostaat ouzh Madrid. Bihanaet e oa niver ar soudarded c'hall gant drouziwezh brezelekadenn Rusia, e deroù 1813.
Kas kuit a rejont Joseph Bonaparte eus Madrid neuze seul aesoc'h a se ha trec'hiñ ar C'hallaoued en emgann Vitoria ha hini San Marcial. Joseph Bonaparte a guitaas ar vro ha Napoleon a rankas kemer diarbennoù da zifenn haroù kreisteiz Bro-C'hall.
Ren
kemmañDimeziñ ha bugale
kemmañPeder gwech e timezas:
- en 1802, d'e geniterv Maria Antonia an Div Sikilia (1784-1806), merc'h da Ferdinando Iañ an Div Sikilia, roue an Div Sikilia, ha da Maria Karolina Aostria. Div golladenn a reas Maria-Antonia ha bugel ebet n'he doe.
- en 1816, d'e nizez, ar briñsez portugalat Maria Izabel Braganza (1797-1818), merc'h d'e c'hoar henañ Carlota Spagn ha da João VI, roue Portugal. Div verc'h o doe:
- Maria Luisa, ganet e miz Eost 1817, hag a varvas e miz Genver 1818, da 4 miz.
- ur verc'hig all hag a varvas o vezañ ganet, da Nedeleg 1818, hag he mamm d'he heul diwar an oberatadenn da wilioudiñ, da 21 bloaz.
- en 1819, da Maria Josepha Amalia von Sachsen (1803-1829), merc'h da Maximilian von Sachsen ha Caroline de Bourbon-Parme. Bugel ebet n'o doe.
- en 1829, d'e nizez Maria Cristina an Div Sikilia (1806-1878), merc'h d'e c'hoar yaouañ María Isabel Spagn ha da Francesco Iañ an Div Sikilia. Div verc'h o doe:
- Isabel II (1830-1904), a voe Rouanez Spagn ;
- Louise-Ferdinande (1832-1897).