María Isabel Spagn

María Isabel Spagn (1789 -1848), pe María Isabel de Borbón pe Maria Isabella en italianeg, a oa un infantez spagnol, deuet da vout rouanez an Div Sikilia.

An Infantez María Isabel Spagn (1789 -1848), Rouanez an Div Sikilia.

He buhez

kemmañ

Merc'h e oa da Carlos IV, roue Spagn, ha d'e bried María Luisa de Parma. Brudet e oa da vezañ merc'h da Manuel Godoy, serc'heg he mamm.

Dimeziñ

kemmañ

E miz Here 1802, pa oa 13 vloaz, e voe dimezet da Francesco Iañ an Div Sikilia, ur gwaz a 25 bloaz, nevez intañvet goude marv e bried Maria Klementine von Österreich (1777–1801) , ha tad d'ur verc'hig anvet Marie-Caroline de Bourbon-Siciles, hag a vo dugez Berry.

He bugale

kemmañ

Francesco ha Maria Isabel o doe daouzek bugel a zimezas da gement tiegezh roueel a oa en Europa an XIXvet kantved

  • Leopoldo, kont Siracusa: (1813-1860),
    • a zimezas e 1837 d'ar briñsez Filiberta di Savoia Carignano (1814-1874), hag ur verc'h dezhe, Isabella, marvet en he c'havell (1838);
    • ur verc'h all en dije bet, bastardez, Teresa, markizez Vulcano (1840-1920);

Goude marv he fried, d'an 8 a viz Du 1830, María Isabel a chomas intañvez e-pad nav bloaz. Addimeziñ a reas d'ar 15 a viz Genver 1839 da Francesco del Balzo; bugel ebet n'o doe.

Beziet e voe e penniliz Santa Chiara Naplez, ma emañ bezioù rouaned Sikilia.