Januária Maria de Bragança

Januária Maria Joana Carlota Leopoldina Cândida Francisca Xavier de Paula Micaela Gabriela Rafaela Gonzaga de Bragança, kontez Áquila ha priñsez impalaerel a Vrazil (Rio de Janeiro, 11 a viz Meurzh 1822 — Nisa, 13 a viz Mae 1901), a oa ur verc'h da Pedro Iañ Brazil, Impalaer Brazil, ha d'e bried Maria Leopoldine Aostria . C'hoar e oa da Pedro II, impalaer Brazil war-lerc'h o zad, ha da Maria II, rouanez Portugal.

Ar briñsez vrazilian Januária Maria de Bragança e 1859

He buhez kemmañ

 
Agleiz da zehoù: Francisca, Pedro II, ha Januária en kañvoù goude marv o zad, Pedro Iañ Brazil, en 1834.

Ganet e oa un nebeud mizioù a-raok dizalc'hted Brazil. Anvet e voe Januária en enor da gêr Rio de Janeiro ma oa bet kavet repu gant Roue Portugal hag e diegezh da vare aloubadeg e vro gant armeoù gall Napoleone Buonaparte en 1807.

Anvet e voe he zad da Impalaer Brazil d'ar 7 a viz Gwengolo 1822, ma voe-hi lesanvet « priñsez an dizalc'hted »[1],[2].

Mervel a reas he mamm en 1826. He zad Pedro Iañ Brazil a zilezas ar galloud en 1831, hag a eas da Bortugal en-dro da skoazellañ e verc'h Maria II da gaout kurunenn Portugal.

Dimeziñ kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Carlos Sarthou, Relíquias da cidade do Rio de Janeiro, Livraria Atheneu, 1965, p. 110 (Lenn en linenn ).
  2. Collectif, Revista do Instituto Histórico e Geográfico Brasileiro, volumes 283 à 284, Instituto Histórico e Geográfico Brasileiro, 1970, p. 69 Lenn en linenn)