Sebastião Gabriel de Bourbon e Bragança
Sebastião Gabriel de Bourbon e Bragança (e portugaleg), pe Sebastián Gabriel de Borbón y Braganza (Rio de Janeiro, 1811 - Pau, Bro-C'hall, 1875 ), a oa infant Portugal ha Spagn.
E vuhez
kemmañGanet e oa en Rio de Janeiro, en Brazil, ma oa repuet tiegezh roueel Portugal, abaoe aloubet ar vro gant armeoù gall Napoleone Buonaparte.
Mab e oa da Pedro Carlos de Borbón ha da Maria Teresa Portugal, Priñsez Beira, hag o bugel nemetañ e oa. En 1812 e kollas e dad.
En 1814 e tistroas an Tiegezh Bragança da Bortugal, met Sebastián Gabriel hag e vamm a chomas e brazil betek 1821. Pa zistroas an intañvez María Teresa da Europa ez eas da Vadrid da chom, ha goulenn a reas evit he mab ar peadra bras a oa dleet dezhañ hervez al lezenn.
E 1816 e voe div eured en tiegezh roueel: hini div infantez portugalat gant roue Spagn hag e vreur, da lavarout eo hini Maria Isabel de Portugal da Fernando VII, ha hini Maria Francisca de Portugal da Carlos María Isidro de Borbón. Teir friñsez portugalat a oa e lez Spagn eta.
E lez Spagn
kemmañBec'h a oa e lez Spagn e-pad bloavezhioù diwezhañ ren Fernando VII. Intañvet e oa ar roue evit an trede gwech e 1818. Addimeziñ avat a reas d'ar briñsez naplezat Maria Cristina an Div Sikilia (1806-1878), ha div verc'h o doe, Isabel ha Luisa Fernanda. Goude itrikoù ha gwidreoù e voe divizet envel ar plac'hig Isabel da bennhêrez, ha n'eo ket hec'h eontr Carlos, evel a soñjed betek-hen (gwelout ar pennad karlouriezh). Ur c'heloù mat avat e voe donedigezh ar briñsez naplezat da Sebastião Gabriel, peogwir e timezas d'ar 25 a viz Mae 1832 en Madrid d'ur c'hoar yaouank d'ar rouanez, ar briñsez Maria Amalia an Div Sikilia.
Buan e voe div gostezenn er palez, rannet diwar-benn an hêrezh, ha mamm Sebastián Gabriel, troet gant mennozhioù kozh, a oa savet a-du gant he breur-kaer don Carlos, o klask lakaat e graban war ar gurunenn. Pa varvas Fernando VII en 1833 ha pa grogas rejañs ar rouanez María Cristina, e voe harluet María Teresa hag an holl dud a-du gant an infant Carlos eus Spagn.
Sebastián Gabriel avat a chomas feal d'ar roue kozh ha d'e verc'hig na oa nemet tri bloaz pa voe anvet da rouanez.
E vamm, María Teresa, a grogas da skrivañ dezhañ bernioù lizhiri da ober dezhañ cheñch tu d'e borpant. E wreg italian ivez, Maria Amalia, a oa a-du gant ar garlourien.
Brezel
kemmañPerzh a gemeras e Kentañ Brezel ar Garlourien evel e vamm hag e leztad, Carlos María Isidro de Borbón .
Dimezioù ha bugale
kemmañDiv wech e timezas.
- Da Maria Amalia an Div Sikilia (1818-1857), ha bugel ebet n'o doe.
- Da María Cristina de Borbón y Borbón (1833–1902), daou vloaz warn-ugent yaouankoc'h egetañ, ha pemp bugel o doe.
- Francisco María de Borbón y Borbón (1861-1923), dug Marchena (1885). Teir merc'h en doe
- Pedro de Alcántara de Borbón y Borbón (1862-1892), dug Dúrcal (1885). Tri bugel en doe
- Luis de Jesús de Borbón y Borbón (1864-1889), dug Ansola (1887).
- dimezet da Ana Germana Bernaldo de Quirós, merc'h-vihan da María Cristina de Borbón-Dos Sicilias ha d'hec'h eil pried, Agustín Fernando Muñoz y Sánchez. Daou vugel o doe.
- Alfonso María de Borbón y Borbón (1866-1934), a zistaolas an titl a zug a oa bet kinniget dezhañ, hag a droc'has e zarempred gant e diegezh. N'eas ket d'an harlu pa voe embannet Eil Republik Spagn, ha mervel a reas en Madrid. Bugel ebet n'en doe.
- Gabriel Jesús de Borbón y Borbón (1869-1889), ganet bouzar ha mut, ha marvet yaouank.