Carlos, Kont Molina
Carlos María Isidro Benito de Borbón y Borbón-Parma (Madrid, 29 a viz Meurzh 1788 – Trieste, 10 a viz Meurzh 1855), anavezet ivez evel Don Carlos, a oa infant Spagn, emditlet Dug Elizondo, ha goude Kont Molina.
Eñ an hini e oa ar c'hentañ karlour da c'houlenn kurunenn Spagn, evel Carlos V. Un den deol meurbet e oa, ha krediñ a rae e gwir ar rouaned a-berzh Doue.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Spagn |
Anv-bihan | Carlos |
Titl noblañs | Infante of Spain, Carlist pretender to the Spanish throne |
Deiziad ganedigezh | 29 Meu 1788 |
Lec'h ganedigezh | Aranjuez |
Deiziad ar marv | 10 Meu 1855 |
Lec'h ar marv | Trieste |
Lec'h douaridigezh | Trieste Cathedral |
Tad | Carlos IV |
Mamm | María Luisa de Parma |
Pried | Maria Francisca de Portugal, Maria Tereza Portugal |
Bugel | Juan de Borbón y Bragança, Fernando de Borbón y Bragança, Carlos Luis de Borbón y Braganza |
Familh | Spanish House of Bourbon |
Paeron pe maeron | Carlos III |
Yezhoù komzet pe skrivet | spagnoleg |
Micher | politiker |
Honorific prefix | Royal Highness |
Statud sokial | royalty, commoner |
Ezel eus | Real Academia de Nobles y Bellas Artes de San Luis |
Prizioù resevet | Knight of the Order of the Holy Spirit, Knight of the Order of Saint-Michel, Knight of the Order of the Golden Fleece, Order of St. Andrew, Grand Cross of the Order of Charles III |
Dastumad | Royal Academy of Fine Arts of San Fernando |
Teuliad arzour e | Frick Art Research Library |
E vuhez
kemmañGanet e oa e Palacio Real Madrid. Eil mab ar roue Carlos IV hag e bried María Luisa de Parma (1751-1819) e oa. Breur e oa da Fernando VII. Evel e dad hag e vreur e voe prizoniad Napoleon Iañ e Valençay, pa oa breur Napoleon, Giuseppe Buonaparte, o ren e Spagn etre 1808 ha 1814. E 1814 e tistroas da Vadrid.
1788-1833
kemmañAnvet e voe da Priñs Asturiez e 1815, hag e chomas betek 1830, pa voe embannet ur Pragmatica Sanctio hag a dorre al lezenn salek, degaset da Spagn e 1705 gant Felipe V.
En Gwengolo 1816 e timezas d'e nizez, an infantez portugalat Maria Francisca de Portugal, merc'h da João VI, roue Portugal ha d'e bried Carlota Joaquina de Borbón, e c'hoar dezhañ. Mervel a reas e bried e 1834. Addimeziñ a reas ar priñs da Maria Teresa de Bragança, c'hoar henañ e bried kentañ, hag a oa intañvez.
Kentañ brezel ar garlouriezh (1833-1840)
kemmañBrezel a voe etre harperien an div gostezenn. Kalet e voe e hanternoz ar vro. Un armead 13 000 den a oa dindan ar jeneral karlour Tomás de Zumalacárregui, ha trec'h e voe meur a wech. Arme Isabel II ne oa ket evit stourm hep skoazell a-ziavaez.
E Madrid e voe staliet ur rejañs frankizour dindan ar rouanez Maria Cristina an Div Sikilia.
Goude meur a vloavezh brezel e voe trec'het ar garlourien ha sinet feur-emglev Bergara, d'an 31 a viz Eost 1839. Kenderc'hel a reas Ramón Cabrera d'en em gannañ er Maestrazgo betek miz Mae 1840.
Dimezioù ha bugale
kemmañTri mab o doe Carlos hag e bried Maria Francisca de Portugal (1800-1834) :
- Carlos Luis de Borbón y Braganza (1818-1861), Kont Montemolín, a c'houlennas kurunenn Spagn evel e dad;
- dimezet e 1850 da Carolina de Borbón-Dos Sicilias.
- Juan de Borbón y Braganza (1822-1887), Kont Montizon, a c'houlennas kurunenn Spagn, hag ivez kurunenn Bro-C'hall;
- dimezet e 1847, d'an arc'hdugez aostrian Maria Beatrix von Österreich-Este, anavezet evel Beatrix Modena (1824-1906)
- Fernando de Borbón y Braganza (1824-1861), dizimez ha divugel.
Addimeziñ a reas Don Carlos d'un infantez portugalat all, Maria Teresa de Bragança (1793-1874), a oa c'hoar henañ Maria Francisca ha seizh vloaz koshoc'h egeti, nizez dezhañ ivez enta; intañvez e oa, ur mab dezhi eus he fried kentañ, hogen bugel ebet n'o doe ken.