João VI
João VI (Lisboa 1767-1826), a oa roue Portugal hag an Algarve, roue Brazil ha goude impalaer. Ren a reas e Rouantelezh Unanet Portugal, Brazil hag an Algarve, etre 1816 ha 1822, ha goude de jure hepken adal 1822 betek 1825 daoust ma ne oa Rouantelezh Unanet ebet ken, met roue Portugal e voe adalek 1822 betek e varv e 1826. Pa voe anavezet dizalc'hiezh Brazil e feur-emglev Rio de Janeiro e 1825 e oa Impalaer Brazil hed-buhez, goude ma oa e vab Pedro Iañ, a rene de facto koulz ha de jure.
E vuhez
kemmañGanet e oa e Lisboa, kêr-benn Portugal, d'an 13 a viz Mae 1767, hag eno e varvas d'an 10 a viz Meurzh 1826. Mab e oa da Maria Iañ , rouanez Portugal, ha da b-Pedro III Portugal, roue kenseurt.
Dimezet e voe e 1785, da 18 vloaz, da Carlota Spagn, plac'hig 10 vloaz, merc'h da g-Carlos IV, roue Spagn. E dad Pedro III a varvas bloaz goude, en 1786. E vreur henañ José eta a oa da ren war-lerc'h o mamm rouanez. João, dre ma ne oa nemet eil mab ar rouaned, ne oa ket da wiskañ kurunenn ar rouantelezh tamm ebet. Met n'eo ket evel-se e voe kont.
En 1788 e varvas José, ha setu João lakaet da bennhêr kurunenn Portugal, hag anvet da briñs Brazil ha da 17vet dug Braganza. E vamm rouanez, glac'haret da-heul ar bazhadoù-se a grogas da goll he spered, ma voe anvet João da rejantPortugal, de facto en 1792, ha de jure en 1798. Evit e bried Carlota, a oa priñsez Brazil abaoe 1788, a deuas da vezañ rejantez kenseurtez Portugal.
Dispac'h gall
kemmañGoude kroget an Dispac'h gall en doa diskleriet ar brezel da Vro-C'hall en 1793. Faezhet e voe e arme, ha gwelloc'h e kavas Bro-Spagn tennañ he skoazell dezhañ evit ober ar peoc'h gant ar C'hallaoued, e 1795. Bec'h a oa war Bortugal, lakaet gant Napoleon, ha gant Spagn a gave gwell ober selloù flour d'hec'h amzeg kreñvañ. Gant Brezel an Orañjez e 1801 e teuas Spagn a-benn da ziframmañ Olivença digant Portugal.
Hogen war washaat ez ae an traoù entre Pariz ha Lisboa en 1807, pa voe aloubet ar vro gant arme Napoleon, renet gant ar jeneral Junot.
En amzer-se e oa Spagn dindan dreid gant armeoù Napoleone Buonaparte, hag ar rouaned Carlos IV, tad-kaer João, ha Fernando VII, e vreur-kaer, a oa prizoniet e Bro-C'hall.
E Brazil
kemmañE 1807 e voe aloubet Portugal gant soudarded c'hall Napoleone Buonaparte.
Ne oa ket ar priñs João evit stourm, ha tec'hel a reas gant e diegezh, e c'houarnamant hag e lez, da Vrazil, ar pinvidikañ eus trevadennoù Portugal. E deroù 1808 e savas João VI hag an Tiegezh Bragança war vourzh al lestr Príncipe Real (« priñs roueel »). Degouezhout a rejont e Salvador da Bahia d'an 2 a viz Genver 1808.
Etre 500 ha 15 000 den a oa gantañ pan eas da chom da Rio de Janeiro d'ar 7 a viz Meurzh 1808, d'ar Paço da Cidade, a voe palez an impalaer diwezhatoc'h. Eno e c'hallas Carlota Joaquina adkregiñ gant hec'h iriennoù.
Gant e guzulerien e voe aozet modernaat ar vro hag he digeriñ d'ar c'henwerzh etrevroadel, gant ensavadurioù stabil.
Goude Napoleon
kemmañE 1811 e voe dieubet Portugal diouzh an arme c'hall. Met João VI ne fellas ket dezhañ distreiñ da Europa. D'ar 16 a viz Kerzu 1815, ec'h embannas savidigezh « Rouantelezh unanet Portugal, Brazil hag an Algarvoù ». Gant kement-se e oa kreñvaet lec'h Brazil e-kreiz ar bed portugalat. E 1816, goude marv e vamm Maria Iañ, e Portugal, e teuas ar rejant da vout roue. Ha bec'h warnañ: e Portugal e felle d'an dud e teuje en-dro, hag e Brazil ne felle ket dezho e lezel da vont kuit ha dont da vezañ un drevadenn adarre. A-benn ar fin e tistroas João VI gant e lez da Lisboa d'an 3 a viz Gouhere 1821, goude envel ar priñs Pedro da rejant Brazil.
En Europa, bec'h bepred. Tabut a oa etre ar frankizourien hag ar virourien, hag ouzhpenn ne baoueze ket e wreg spagnol da irienniñ hag o darempred da vont war fallaat. E-keit-se edo ar vroadelouriezh o vont war greñvaat e Brazil ken e welas e vab oc'h embann dizalc'hted e vro nevez d'ar 7 a viz Gwengolo 1822.
Gant feur-emglev Rio de Janeiro e 1825 e oa bet anavezet dizalc'hted Brazil, hag anvet e oa bet João VI da impalaer Brazil, met e vab henañ, an impalaer Pedro Iañ, an hini a oa e penn ar vro e gwirionez. C'hwec'h miz goude e varvas João, hep bezañ sklaeraet afer hêrezh ar gurunenn.
E vugale
kemmañDimezet e oa d'an infantez spagnol Carlota Joaquina de Borbón (1775-1830). Nav bugel o doe, c'hwec'h merc'h ha tri mab (daou a voe rouaned Portugal).
- e 1793 Maria Teresa, a zimezas da Carlos Spagn (1788-1855), penn ar garlourien.
- e 1795 Francisco António Pio.
- e 1797 Maria Isabel.
- e 1798 Pedro de Alcântara, a voe Pedro Iañ Brazil (ha Pedro IV Portugal)
- e 1800 Maria Francisca de Assis.
- e 1801 Isabel Maria.
- e 1802 Miguel, a voe roue Portugal.
- e 1805 Maria de Assunção.
- e 1806 Ana de Jesus Maria.
E varv
kemmañMervel a reas João VI e Lisboa, d'an 10 a viz Meurzh 1826.