Maria Iañ Portugal
Maria Iañ Portugal (Maria Francisca Isabel Josefa Antónia Gertrudes Rita Joana de Bragança), ganet e Lisboa d’ar 17 a viz Kerzu 1734 ha marvet e Rio de Janeiro d’an 20 a viz Meurzh 1816 a voe rouanez Portugal adalek 1777 betek 1816, war-lerc’h he zad José Iañ. Lesanvet e oa A Piedosa pe A Pia (an Deolez), ken troet e oa gant ar relijion. E Brazil e voe graet Dona Maria, a Louca ( ar Follez) anezhi.
Dimezet e oa d'ar roue Pedro III Portugal a varvas en 1786. Daou vloaz goude e varvas daou vugel dezhi, ha dreist-holl he mab henañ, goude ma he devoa nac’het e bikañ ouzh ar vrec’h abalamour d’he c’hredennoù relijiel.
Rejañs he mab
kemmañE 1786 e voe taolet evezh e oa he spered o vont da stoupa, pa voe ranket he c'has d'ar gêr e-kreiz ur barrad alfo. Goude ne reas nemet gwashaat. E Mae 1786 e varvas he fried Pedro III. Glac'haret e voe Maria, ma lakaas berz war an dudiamantoù el lez.
Adalek 1791 e oa aet he spered diganti da vat hag e veze kaset ar politikerezh en-dro gant he mab João. En 1792 eo e voe disklêriet e oa kollet he spered gant Maria Iañ, e-pad un abadenn ofisiel e Salvaterra. Sorc'hennet e oa gant poanioù he zad en ifern, abalamour m'en devoa aotreet Pombal da heskinañ ar Jezuited, a wele evel "um monte de carvão calcinado".
D'ober war he zro e teuas eus Londrez an Doktor Willis, medisin ha bredvezeg ar roue saoz George III, a oa troet foll e 1788, met tro-wenn a reas gant e louzoù-spurj ( "remédios evacuantes"). Fellout a reas da Willis kas anezhi gantañ da vro-Saoz, met nac'h a reas lez Portugal.
Diwar neuze e voe lakaet eil mab Maria, ar priñs Joao, e penn ar vro en hec'h anv, goude ma ne voe anvet da rejant Portugal nemet e 1799.
E 1794 e krogas an tan er Real Barraca de Ajuda, ha kaset e voe al lez da gastell Queluz, hag eno e chome ar rouanez war he gwele a-hed an deiz. Klemm a rae ar weladennerien abalamour d'ar blejadennoù spontus a glevent er palez.
He bugale
kemmañ- José, Dug Bragança ha priñs Brazil (1761-1788), dimezet d'e voereb, c'hoar d'e vamm, an infantez Maria Francisca Benedita de Bragança.
- João de Bragança, ganet marv e Palez Nossa Senhora da Ajuda, e Lisboa, d'an 20 a viz Here 1762.
- João Francisco de Paula Domingos António Carlos Cipriano de Bragança ganet e Lisboa d'ar 16 a viz Gwengolo ha marvet e Lisboa d'an 10 a viz Here 1763.
- João Maria José Francisco Xavier de Paula Luis António Domingos Rafael de Bragança (1767-1826) a reno evel João VI.
- Mariana Vitória Josefa Francisca Xavier de Paula Antonieta Joana Domingas Gabriela de Bragança ganet e Palez Queluz d'ar 15 a viz kerzu 1768, marvet e San Lorenzo de El Escorial d'an 2 a viz Du 1788, goude bet daou vab hag ur verc'h. Dimezet da Gabriel António Francisco Xavier João Nepomuceno José Serafim Pascoal Salvador de Bourbon e Saxe, Infant Spagn, ganet e Portici d'an 12 a viz Mae 1752 ha marvet en Escorial d'an 23 a viz Du 1788, pevare mab Carlos III , roue Spagn, hag e bried Maria Amália von Sachsen.
- Maria Clementina Francisca Xavier de Paula Ana Josefa Antónia Domingas Feliciana Joana Michaela Julia de Bragança, ganet e Queluz d'an 9 a viz Mezheven 1774 ha marvet e Lisboa d'ar 27 a viz Mezheven 1776.
- Maria Isabel de Bragança, ganet e Queluz d'an 12 a viz Kerzu 1776 ha marvet e Lisboa d'ar 14 a viz Genver 1777.