Maria Francisca Benedita de Bragança
Maria Francisca Benedita de Bragança, pe Maria Francisca Benedita Ana Isabel Josefa Antónia Lourença Inácia Gertrudes Rita Joana Rosa de Bragança (Lisboa, 1746 — Lisboa, 1829) a oa un infantez portugalat. Hec'h anv Benedita zo dleet da anv ar pab Benead IV.
Merc'h e oa da José Iañ (1714-1777), Roue Portugal ha d'e bried Mariana Victoria Spagn. He c'hoar henañ Maria (1734-1816), a voe anvet da rouanez e 1777, pa varvas o zad.
Desket e voe war ar sonerezh gant Davide Perez ha war al liverezh gant Domingos Sequeira: un daolenn graet ganti ha gant he c'hoar a c'haller gwelout er Basílica da Estrela, e Lisboa.
Dimeziñ
kemmañD'an 21 a viz C'hwevrer 1777 e voe dimezet d'he niz José, Priñs Brazil, mab henañ he c'hoar. Pemzek vloaz e oa an ozhac'h yaouank, ha tregont vloaz e wreg. E miz Meurzh e varvas ar roue kozh hag anvet e voe Maria da rouanez, ha José da briñs pennhêr kurunenn Portugal, ha Benedicta da briñsez Brazil.
Bugel ebet ne voe en tiegezh. Div golladenn a reas María Benedicta en 1781 hag en 1786.
Intañvez
kemmañMervel a reas ar priñs e 1788, da 27 vloaz, hep gwiskañ kurunenn ar vro. Koll he spered a reas ar rouanez, hag hec'h eil mab João a voe anvet da rejant. An intañvez Maria Francisca Benedita de Bragança ne glaskas ket addimeziñ.
E 1808 ez eas da-heul an tiegezh d'an harlu da Vrazil. E 1816 e varvas ar rouanez Maria, hag anvet e voe he mab João da roue.
Mervel a reas Maria Francisca Benedita daou-ugent vloaz war-lerc'h he fried.