George III
Jord III pe George III, ganet George William Frederick (1738 - 1820), a oa Roue Rouantelezh Unanet Breizh-Veur adalek ar 25 a viz Here 1760 betek ma voe staget ouzh Rouantelezh Iwerzhon d'ar 1añ a viz Genver 1801. Diwar neuze e voe Roue Rouantelezh Unanet Breizh-Veur hag Iwerzhon betek e varv e 1820. Ouzhpenn-se e oa Priñs-dilenner Hannover, en Impalaeriezh santel, ha goude Roue Hannover, adalek an 12 a viz Here 1814.

E vuhez kement hag a ren, an hini brasañ betek e hini a voe lusket gant heuliadoù brezelioù lies war tachennoù Afrika, Amerika hag Azia. E-penn kentañ e ren, Ar Rouantelezh Unanet a drec'he rouantelezh bro C'hall e-pad Brezel Seizh Vloaz, o reiñ ar plas gentañ d'e rouantelezh evel rouantelezh europat war Norzh Amerika hag India. En desped d'an trec'h meur-se e voe kollet, gant an amzer o redek, trevadennoù Amerika e-pad Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet. Brezelioù all a voe a-enep Bro C'hall reveulzier ha renad Napoleone Buonaparte betek trec'h Emgann Waterloo e 1815.
Ganet e voe d'ar 4 a viz Even 1738 e Londrez, e Norfolk House, e St James's Square. Mab-bihan e oa d'ar roue George II, ha mab henañ Frederick, Priñs Kembre hag Augusta von Sachsen-Gotha. Evel ma oa ganet daou viz a-raok mare ar gwilioud oas , ha ne voe ket gortozet da chom bev, e voe badezet en deiz-se gant Thomas Secker, a oa person St James's hag eskob Oxford.
Mont a reas da Anaon d'an 29 a viz Genver 1820.
Eured ha bugale Aozañ
Dimezet e oa da Charlotte von Mecklenburg-Strelitz.