Rouantelezh Hannover

(Adkaset eus Roue Hannover)

Rouantelezh Hannover (en alamaneg: Königreich Hannover) zo ur rouantelezh en Bro-Hannover, en Alamagn, hag a badas eus 1814 da 1866. Klotañ a ra gant Braunschweig-Lüneburg hag a oa aet da get dindan Napoleon.

Rouantelezh Hannover

E 1813 e voe adsavet ar briñselezh a oa bet diskaret gant Napoleone Buonaparte. E miz Here 1814, e Kendalc'h Vienna, e teuas da vout Rouantelezh Hannover, evit lakaat ar roue saoz George III da vout a-renk gant roue Württemberg. E Kendalc'h Vienna e voe aozet un eskemm douaroù etre Hannover ha Prusia, ha gant-se e c'hallas Hannover kreskiñ un tamm mat. Hannover a dapas Eskopti Hildesheim, Frizia ar Reter, Kontelezh Izel Lingen, ha hanternoz eskopti Münster. Koll a reas lodennoù eus Dugelezh Lauenburg, e lez dehoù an Elbe, ha tachennoù bihan er reter.

An unaniezh personel gant ar Rouantelezh Unanet a voe lakaet da fin e 1837 pa voe anvet Victoria da rouanez, rak abalamour d'al lezenn salek a dalveze en Hannover n'halle ket ur vaouez ren ma oa paotred vev en tiegezh.

E-kerzh ar brezel etre Aostria ha Prusia e 1866 ez eas Hannover a-du gant Aostria, aloubet e voe gant Rouantelezh Prusia ha staget Hannover outi, ma teuas da vout Proviñs Hannover.

Rouaned Hannover

kemmañ
Rouaned Hannover
Poltred Anv Date Notes
  George III 1814–20 George III a oa kollet e spered gantañ, ha gant e vab George, Priñs Kembre, (a vo George IV) e oa renet Bro-Saoz, hervez ar British Regency. En Hannover avat eo ar priñs Adolphus, Dug Cambridge a oa bet lakaet da Vesroue adalek 1816.
  George IV 1820–30 Mab da George III. Rejant 1811-1820, dileuriet gantañ ar besroue Adolphus.
  William 1830–37 Breur da George IV. Diwezhaén roue Hannover hag ar Rouantelezh-Unanet, dileuriet gantañ ar besroue Adolphus.
  Ernst August Iañ Hannover 1837–51 Breur da William/Wilhelm. Gantañ e voe rannet kurunenn Hannover hag ar Rouantelezh-Unanet, ma oa ar Rouanez Victoria o ren.
  George V 1851–66 Mab da Ernst August. Koll a reas e rouantelezh, aloubet gant Rouantelezh Prusia e-pad ar Brezel etre Aostria ha Prusia.