Ernst August Iañ Hannover

Ernst August Iañ, pe Ernest Augustus (e saozneg) (1771 – 1851) a oa roue Hannover adalek 1837 betek e varv. Pempet mab hag eizhvet bugel George III, roue Bro-Saoz ha Hannover, ha Charlotte von Mecklenburg-Strelitz e oa.

Ernest Augustus en ul poltred graet e 1823 diwar ur poltred all graet gant e 1802 gant William Beechey.

Evel pempet mab n'en doa chañs ebet da ren gwech ebet. Met hervez a Lezenn Salek a dalveze ne c'halle ket ar maouezed ren, ha hini eus e vreudeur koshoc'h n'en doa bet bugale.


Ganet e oa Ernest e Bro-Saoz met kaset e oa bet da Hannover pa oa krennard da zeskiñ micher an armoù. P'edo o servij en arme Hannover e Wallonia a-enep arme dispac'hel Bro-C'hall e voe gloazet e zremm. E 1799 e voe anvet da Dug Cumberland ha Teviotdale. E 1815, 44 bloaz e oa, e timezas da Friederike von Mecklenburg-Strelitz, intañvezet div wech, en enep d'e vamm, ar rouanez Charlotte, met un dimeziñ evurus e voe.

E 1817 n'en doa ar roue saoz foll George III nemet ur verc'h-vihan, Charlotte Augusta Kembre, hag a varvas er gwentloù. Ne oa nemet Ernest hag a oa dimezet hag a zaremprede e wreg c'hoazh: gallout a rae dont da vezañ roue Bro-Saoz eta. Abalamour da se e timezas buan e zaou vreur henañ, ha pevare mab George IV, Edward, Dug Kent, a engehentas ar briñsez Victoria.