Emgann Waterloo a c’hoarvezas d’an 18 a viz Mezheven 1815 e-kichen Waterloo, ur gêriadenn eus Brabant (hiziv e Belgia) a oa en Impalaeriezh C'hall en amzer-se. En em gannañ a reas arme an Impalaeriezh c'hall kentañ, renet gant an impalaer gall Napoleone Buonaparte, a-enep un emglev savet etre arme ar Rouantelezh-Unanet, renet gant Dug Wellington, hini Prusia, renet gant Gebhard Leberecht von Blücher ha stadoù all kevreet ganto evel Rouantelezh an Izelvroioù, Rouantelezh Hannover, Priñselezh Braunschweig-Lüneburg.

Emgann Waterloo
Tamm eus Brezel ar Seizhvet Kengevread
etre an Impalaeriezh C'hall
hag ar broioù kengevreet
Emgann Waterloo
Emgann Waterloo

Emgann Waterloo gant Robinson
Maread 18 a viz Mezheven 1815
Lec'h Waterloo
Belgia
Disoc'h trec'h ar broioù kengevreet war Bro-C'hall
Emgannerien
Ar Seizhvet Kengevread:
Rouantelezh Unanet
Prusia
Proviñsoù Unanet
Rouantelezh Hannover
Impalaeriezh c'hall kentañ
Pennoù-brezel
Dug Wellington
Gebhard von Blücher
Napoleon Bonaparte
Niver a emgannerien

118 000
73 000
Kolloù
Arme Wellington

3 500 den marv
10 200 den gloazet
3300 steuziet
Arme Blücher

1200 lazhet
4400 gloazet
1400 steuziet
24000-26000 marvet / gloazet
6000-7000 prizoniad.
15 000 steuziet

E 1814 e oa bet rediet Napoleon da zilezel ar galloud, ha harluet e oa bet en Enez Elba, er Mor Kreizdouar, er-maez da Toskana. E 1815 en doa kuitaet an enez, ha dilestret e oa e Provañs. Ac'hano e oa aet da Bariz ma c'hallas adkemer ar galloud, goude tec'het ar roue Loeiz XVIII e miz Meurzh 1815. Meur a hini eus ar Stadoù european a oa bet oc'h ober brezel dezhañ er bloavezhioù a-raok a gemeras perzh neuze er Seizhvet Kenunaniezh da enebiñ outañ, ha kroget e oant da sevel o armeoù adarre. Luioù Wellington ha Blücher a oa o c'hortoz nepell diouzh harzoù Bro-C'hall. Soñjet en doa Napoleon e c'hellfe tagañ pep arme eus e du a-raok ma vefent unvanet da aloubiñ Bro-C'hall gant harp armeoù all ar Genunaniezh. D'ar 16 a viz Even Napoleon a oa deuet a-benn da dagañ darn Arme Prusia e-kerzh Emgann Ligny, ar re-se a oa bet o kilañ d'ar 17 a viz Even er biz. Siwazh evit Napoloen kilet e oa bet en urzh vat hag a-stur gant arme Wellington. Napoleon en doa kaset un trede nerzh a-dreñv ar Brusianed, pezh a tegasas Emgann Wavre gant penn a-dreñv an arme brusian d'an 18-19 a viz Even. An nerzhioù gall-se n'o devoa ket kemeret perzh en Emgann Waterloo. D'ar 16 a viz Even, ul lodenn vihan eus an arme C'hall a oa bet o kemer perzh en Emgann Quatre Bras o stourpm a-enep un nerzh Soaz ha Kevredet. Deuet e oa a-benn ar re saoz-kevredet da zerc'hel penn betek ar 16 a viz Even, met dre ma oa kilet ar brusianed e oa ebt rediet ivez d'en ober Wellington betek Waterloo a oa bet tizhet d'ar 17.

Trec’het e voe arme an Impalaeriezh C'hall ha lakaet e voe fin evel-se da striv Napoleon da zont d’ar galloud en-dro goude bezañ tec’het diouzh enez Elba. Ur wech faezhet Napoleon en Emgann Waterloo, e voe kaset d’an harlu da enez Saint Helena.

Liammoù diavaez

kemmañ