Fredrik Iañ Sveden

Friedrich von Hessen-Kassel (1676-1751) a oa ur priñs alaman protestant, eus Tiegezh Hessen-Kassel, jeneral en arme war varc'h, hag a voe anvet da roue Sveden evel Fredrik Iañ Sveden e 1720, ha da briñs Finland war un dro. Ouzhpenn-se e voe anvet da landgrav Hessen-Kassel adalek 1730.

Fredrik Iañ (1676-1751), roue Sveden
Ardamezioù

E vuhez

kemmañ

Mab e oa da Garl Iañ Hessen-Kassel ha da Maria Amalia Kourland.

E 1692, pa oa 16 vloaz, e krogas gant e droiad dre Europa, ha mont a reas da Republik an Izelvroioù. E 1695 ez eas da Italia, hag alese da Jeneva da studiañ.
Goude-se e stagas gant micher an armoù, ha letanant-jeneral e oa e penn arme Hessen e Brezel Hêrezh Spagn skoaz-ouzh-skoaz gant Izelvroiz .

E 1703 e voe faezhet en emgann Speyerbach, met bloaz goude e kemeras perzh en trec'h en Emgann Blenheim. En 1706 e voe trec'het adarre gant ar C'hallaoued en emgann Castiglione.
E 1716 hag e 1718 e kemeras perzh e brezelioù Karl XII, roue Sveden, a-enep Norvegia, hag anvet e voe da bennjeneral arme Sveden.

E 1738 e lakaas berz war ar frañmasonerezh.

E 1743, e voe ret dezhañ plegañ d'ar Rused ha dibab da hêr ar priñs Adolf Fredrik von Hosltein-Gottorp.

Dimezioù

kemmañ

Div wech e timezas.

Ur serc'h en doa, ar gontez Hedvig Ulrika Taube, ha meur a vugel o doe, hogen evel besterd ma oant ne c'hallent ket ren.

Pennadoù kar

kemmañ

Notennoù

kemmañ



 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.