Adolf Fredrik
Adolf Fredrik (1710 Gottorp - 1771 Stockholm) a oa roue Sveden war-lerc'h Fredrik Iañ Sveden, eus 1751 betek e varv e 1771.
E dud
kemmañMab e oa da Christian August von Holstein-Gottorp, priñs Eutin ha prins-eskob Lubeck, ha da Albertina Frederica von Baden-Durlach.
E vuhez
kemmañPriñs-eskob Lübeck e voe eus 1727 betek 1750, ha roue Sveden adalek 1751. Tra ma renas e voe bihan e c'halloud, rak gant ar Breujoù e veze gouarnet ar vro. Merañ a reas dugelezh Holstein-Gottorp e-pad bugaleaj e niz Charles-Pierre-Ulrich d'Holstein-Gottorp (a vo an tsar Pêr III Rusia) pa voe dibabet da roue gant Stadoù Sveden, broudet gant Rusia, adalek 1743.
Troet e oa gant oberiañ boestoù butun-fri.
Dimeziñ ha bugale
kemmañEn 1744 e timezas da Lovisa Ulrika (1720-1782), ur briñsez eus Prusia, merc'h da Frederig Gwilherm Iañ Brandenburg c'hoar da Frederig II Prusia.
Pemp bugel en doe Adolf Fredrik digant e wreg Lovisa Ulrika:
- ur bugel ganet-marv (1745)
- Gustav III (1746-1792)
- Karl XIII (1748-1818)
- Fredrik Adolf Sveden (1750-1803), dizimez,
- Sofia Albertina Sveden (1753-1829), dizimez.
Ur serc'h en doe da vihanañ, Ulrica Elisabeth von Liewen. Ur bugel o doe: Lolotte Forssberg (1766–1840),
E varv
kemmañMervel a reas diwar ur regofad d'an 12 a viz C'hwevrer 1771 e palez Stockholm.
Levrlennadur
kemmañ- Er pennad-mañ ez eus testennoù tennet eus 11vet embannadur an Encyclopædia Britannica, ur vammenn a zo en domani foran.
- Herman Lindqvist, "Historien om Sverige, Nyttan och Nöjet" (In Swedish)