Lolotte Forssberg, pe Fredrika Charlotte Forssberg (17661840) a oa un dimezell a enor svedat, deuet da vout kontez Stenbock. Kaoz vras a veze diwar he fenn en hec'h amzer rak kredet e ve[[ze e oa merc'h d'ar roue Adolf Fredrik (1710-1771)[1]. Ar briñsez Sofia Albertina Sveden a glaskas gouzout hiroc'h er bloavezhioù 1790 evit ma vije anavezet Lolotte evel merc'h d'he zad. N'eus prouenn splann ebet met gallus a-walc'h eo e vije bet ur verc'h vastard d'ar roue.

Poltredet gant Jakob Björck (17271793)

En-ofisiel e oa merc'h d'ur servijer e lez Sveden ha da Ulrica Elisabeth von Liewen (17471775), dimezell a enor el lez gant rouanez Sveden, Lovisa Ulrika, pried ar roue. Hervez ar vrud eo Adolf Fredrik, roue Sveden, an hini a oa tad dezhi.

Ar rouanez Lovisa Ulrika, priñsez a Brusia, ne rae van eus darempredoù he fried gant maouezed all keit ha ma choment divrud ha ma ne gemere ket ur serc'h ofisiel, hag ar roue just a-walc'h n'en doa hini ofisiel ebet. E 1771 e varvas ar roue Adolf Fredrik hag adverc'het e voe Lolotte gant Eric Forssberg ha Hedvig Charlotta D'Orchimont. Pa varvas ar rouanez trederannerez Lovisa Ulrika nav bloaz goude, e 1782, e fizias Lolotte en he merc'h Sofia Albertina, o c'houlenn diganti ober war he zro.

Ur plac'h plijus e oa Lolotte war a lavarer, ha setu perak, hervez a gonter, e oa ken brav an degemer graet dezhi en tiegezh roueel. Sofia Albertina Sveden a gare Lolotte, hag a voe he c'hompagnunez.

Enklask

Un deiz, e miz Ebrel pe Vae 1795, e voe koan vras e ti Sofia Albertina. Kavet e voe ul lizher dizanv kaset d'ur vaouez dizanv ha kaoz ennañ eus ganedigezh ha bugaleaj Lolotte, a oa dimezell d'ar poent gant Sofia Albertina[2] Hervez al lizher e oa bet ganet Lolotte goude seizh miz douget, merc'h e oa da Adolf Fredrik, nemet fiziet e oa bet en ur marc'hadour. Eus ar vamm ne oa ket kaoz nemeur, nemet hervez a gomprened e c'halle bezañ pe ar rouanez Lovisa Ulrika pe ur serc'h da Adolf Fredrik.
E 1776, war ali dimezell a gambr ar rouanez Lovisa Erika, ur C'hallez anvet « Madame d’Ivry », e voe fiziet ar bugel e pried an itron c'hall a oa e penn lez ar rouanez, hag ar rouanez hec'h-unan a rae war he zro, tra ma oa bet lakaet he lezvamm da douiñ ne ziskuilhje netra[3] Pelloc'h el lizher e oa ur flemmadenn ouzh Sofia Albertina dre ma n'he devoa ket kemeret Lolotte evel dimezell a enor, na dimezet anezhi d'un den a renk uhel, met digarezet e oa dre ma ne ouie ket marteze, hervez al lizher bepred, e oa c'hoar da Lolotte ; anat e oa e oa bet skrivet al lizher gant unan hag a ouie diouzh aferioù al lez, ha gwirheñvel e seblante bezañ danvez al lizher[4].
Desavet e voe Lolotte e ti Lovisa Ulrika, hervez erbed Madame d’Ivry, ha Louisa Ulrika a oa pitilh ganti, evel pa vije bet merc'h dezhi ha gwelout a rae he lezvamm un amzer da zont kaer dezhi[5] Lovisa Ulrika a reas d'he merc'h Sofia Albertina prometiñ gwareziñ Lolotte goude marv he mamm. Sofia Albertina hag he c'hoar-gaer Hedvig Elisabet Charlotta av Holstein-Gottorp a reas enklaskoù hag a eas da c'houlennata lezvamm Lolotte, ha honnezh a lavaras e oa gwir vamm ar plac'h, nemet iskis e voe kavet hec'h emzalc'h ganto o-div, ken e kredent n'eo ket ar wirionez a lavare ar vaouez[6].
D'an 12 a viz Here 1795 e teuas ul lizher dizanv all da Sofia Albertina hogen gant skritur he mamm hag he siell[7] ; gant al lizher e oa ur pakad ennañ ur c'holier perlez, un diamant hag ur poltredig eus Adolf Fredrik[8] D'an 30 a viz Du e voe roet da c'houzout gant Sofia Albertina er gazetenn Dagligt Allehanda, dre c'herioù gwisket, edo o klask gouzout gant piv e oa bet skrivet al lizher[9]. Sofia Albertina a grede start a-benn neuze e oa Lolotte he c'hoar[10] ha diskuliañ an afer a reas d'ar dejant de facto, Gustaf Adolf Reuterholm, ha d'an tiegezh roueel.[11].
E miz Genver 1799 e tisklêrias Sofia Albertina an istor da Vinistr ar Justis, ar c'hont Wachtmeister, a lavaras e krede an istor met ne c'halle ket Lolotte bezañ anavezet hep prouenn ebet[12].
Kaoz a voe eus pegement e tenne Lolotte da Frederick Adolf ha da Liewen. Sofia Albertina a anzavas e krede e oa Liewen an hini a oa mamm da Lolotte nemet gwell he dije kavet derc'hel kemen-se e kuzh, ha souezhet e oa o welout an holl o c'houzout kement ha hi[13].

Lignez

Lolotte a oa prometet d'ar c'hont Carl Edvard Gyldenstol[14], a dorras e bromesa e 1798, hag e miz Genver 1799 d'ar C'hont Gustaf Harald Stenbock, a oa e lez Sofia Albertina, hag en doa kemeret perzh en enklask. Sofia Albertina a reas war-dro aozañ un dimeziñ etre Lolotte hag ar c'hont Gustaf Harald Stenbock, kar d'ar rouanez Katarina Stenbock (15351621), un dra divoas ma ne oa nemet bugel ur servijourez. Diwezhatoc'h e voe kontet e oa bet ijinet istor an tad roue evit reiñ tu dezhi da zimeziñ d'ar c'hont.
Ur bugel he doe Lolotte Forsberg goude he 30 vloaz. E 1854 e teuas-eñ da vout perc'henn kastell Sundby, chomet en e diegezh abaoe.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. (sv) Cecilia af Klercker : Hedvig Elisabeth Charlottas dagbok VI 1797-1799 ("Deizlevrioù Hedvig Elizabeth Charlotte VI 1797-1799"), P.A. Norstedt & Söners förlag Stockholm, 1927, pp. 290–291
  2. Cecilia af Klercker, Hedvig Elisabeth Charlottas dagbok V 1795-1796, P.A. Norstedt & Söners förlag Stockholm, 1923, p. 46.
  3. Cecilia af Klercker1927, p. 47.
  4. Cecilia af Klercker 1923, p. 48.
  5. Cecilia af Klercker 1923, p. 49.
  6. Cecilia af Klercker 1923, pp. 66-67.
  7. Cecilia af Klercker 1923, pp. 106–108.
  8. Cecilia af Klercker 1923, p. 109.
  9. Cecilia af Klercker 1923, p. 117.
  10. Cecilia af Klercker 1923, p. 304.
  11. Cecilia af Klercker 1923, p. 307.
  12. Cecilia af Klercker 1927, p. 237.
  13. Cecilia af Klercker 1927, pp. 290-292.
  14. Cecilia af Klercker 1927, p. 291.