Hedvig Elisabet Charlotta av Holstein-Gottorp

Hedvig Elisabet Charlotta av Holstein-Gottorp, ganet en Eutin d'an 22 a viz Meurzh 1759, ha marvet e Stockholm d'an 20 a viz Mezheven 1818, a oa ur briñsez danat-alaman, pried da roue Sveden, Karl XIII, ha rouanez Sveden ha Norvegia (1809-1818). Brudet eo ivez evel eñvorennourez.

Hedvig Elisabet Charlotta av Schleswig-Holstein-Gottorp e 1774, pa oa 15 vloaz. Poltred gant Alexander Roslin (1718–1793)
He fried Charlez XIII,
Roue Svedenn
Hedvig Elisabeth Charlotta av Holstein-Gottorp (1759-1818), rouanez Sveden, poltredet war-dro 1809.

He buhez

kemmañ

Merc'h e oa Hedvig Elisabet Charlotta da dug Oldenburg, Frederick August av Holstein-Gottorp ha d'e bried ar briñsez alaman Ulrike Friederike Wilhelmine von Hessen-Kassel.
He yaouankiz a dremenas en Eutin, ha dimeziñ a reas d'he c'henderv, Karl, Dug Södermanland, an danvez-roue, e Stockholm, e miz Gouhere 1774, pa oa 15 vloaz. Aozet e oa an dimeziñ gant ar roue Gustav III evit ma rojent un hêr da Sveden, rak ar roue n'en doa ket kaset e zimeziñ da benn-vat, ha kontañ a rae war e vreur evit kaout un hêr.

Bugel ebet avat n'o doe. Advabañ a rejont ar priñs Christian d'Augustenbourg met hennezh a varvas e 1810. Neuze e voe advabet ur jeneral gall gante, Jean-Baptiste Bernadotte, priñs Pontecorvo, marichal Bro-C'hall, ha hennezh neuze a voe lakaet da roue e 1818; evel-se e echuas an dierniezh Holstein-Gottorp.

He c'henderv Karl en devoa taolet pled outi en Eutin en 1770, ha gwelet pegen koant e oa. Kaoz a zimeziñ a voe adalek 1772. E Mezheven 1774 e voe graet an eured. Esper a oa he dije bugale, rak bugel n'en doa bet he breur-kaer ar roue Gustav III goude nav bloaz a briedelezh, hag ezhomm a oa da gaout ur roue. E miz Genver 1775 e oa anat e oa brazez. Pedet e voe eviti en ilizoù ar vro. Met brazez ne oa ket. Kement-se a reas d'ar roue Gustav III, he breur-kaer, klask adarre an tu da frouezhusaat e zimeziñ ha d'ober ur pennhêr e-unan.

Brudet e oa he zemz-spered lirzhin hag he c'hoantiz, ha skediñ a rae evel an heol da greisteiz e lez Sveden. An Dugez vihan a veze graet anezhi, prim he oa he doareoù, lemm he spered hag ha zeod, ha troet gant ar yezh. Ar perzhioù-se a rae un uhelskouer anezhi er mare-se, ha brudet eo muioc'h en istor evel dugez e lez Gustav III eget evel rouanez war-lerc'h e varv. E-skoaz ar rouanez abof Sophia Magdalena Danmark, e oa birvidik an Dugez Lotta, plac'h a spered ha troet da baotreta, ha sachañ a rae warni selloù an holl.

Perzh a gemeras er c'hoariva a oa un dra a bouez e lez Sveden en amzer Gustav III, ken evel aktourez ken evel korollerez. Gwallgomzoù a veze diwar-benn he c'horollerezh, rak brud o devoa ar c'horollerezed da vezañ gisti en amzer-se.
Teodataerezh a voe diwar he fenn rak a-hervez e sache spered ar roue pell diouzh prederioù ar stad, a-gevret gant ar Briñsez Sophia Albertina, ken e tilezas ar c'hoariva e 1783. Laosk a-walc'h e oa o dimeziñ, ha pep hini anezhe a veve e vuhez. Da vare o eured e oa Karl o taremprediñ Augusta von Fersen. Hi a vije bet o taremprediñ ar c'hont Axel von Fersen, a vije bet serc'heg d'ar rouanez c'hall Marie Antoinette.

Dre ma oa mignonez d'ar gontez Sophie von Fersen e voe kaoz eus divreizhegezh. Pe e oa gwir pe e oa gaou, adlavaret e voe a-hed an amzer ma oa Dugez, gant Francisco de Miranda en 1786 ha gant Frederica von Baden diwezhatoc'h. Brud a voe diwar-benn he serc'heged pa voe dougerez e 1797. Hi ne rae forzh ebet gant darempredoù he gwaz keit ha ma kave tro evel-se da vevañ en un doare dinask. Se zo kaoz e voe displijet bras pa en em gavas he fried hep serc'h ebet d'ur c'houlz, ken e teue-eñ da deurel evezh brasoc'h outi hag ouzh pezh a rae, ma veze diskred ennañ outi, ha ma veze prest d'ober tamalloù dezhi:

E 1800 e voe savet un akademiezh c'hoariva el lez gant an duged, Damatiska akademien, met serret e voe gant ar roue. E 1803 e savas bec'h bras etre Gustav IV Adolf hag an duged. Un den anvet Karl Adolf Boheman (1764–1831) a oa bet kinniget dezho gant ar c'hont Magnus Stenbock e 1793, ha hennezh en doa tapet levezon vras oc'h embann e c'halle diskuliañ sekredoù skiantel diwar-benn ar skiantoù kuzh.

He marv

kemmañ

Mervel a reas he fried roue e miz C'hwevrer 1818, hi a varvas pevar miz goude, e miz Mezheven, da 58 vloaz.

Notennoù

kemmañ


En he raok:
Friederike Dorothea von Baden
Rouanezed Sveden
 
Hedvig Elisabet Charlotta av Holstein-Gottorp

War he lerc'h:
Désirée Clary

Pennadoù kar

kemmañ