Désirée Clary
Bernardine Eugénie Désirée Clary, anavezet evel Désirée Clary, ganet e Marseille, d'an 8 a viz Du 1777 ha marvet e Stockholm d'ar 17 a viz Kerzu 1860, a oa pried ar jeneral gall Jean-Baptiste Bernadotte, a voe lakaet da roue Sveden evel Karl XIV Johan, ma teuas-hi da vout rouanez Sveden, anvet Desideria.
He buhez
kemmañMerc'h e oa d'ur marc'hadour seiz pinvidik François Clary ha da Françoise Somis. Da gentañ eo Joseph Bonaparte an hini a reas al lez dezhi en 1794; a-benn ar fin e kavas gwelloc'h c'hoar Désirée, Julie Clary, ha ganti eo e timezas.
E-keit-se e oa dimezet (ha n'eo ket euredet) da vreur Joseph, Napoleon, d'ar 15 a viz Ebrel 1795. Met ar soudard a reas anaoudegezh gant Joséphine de Beauharnais, d'ar 15 a viz Here 1795 e Pariz, lakaet war e hent gant e "vignon" Paul Barras, ma voe torret an dimeziñ, ha ne voe eured ebet, goude ma savas keuz ha koustiañs fall d'ar paotr ur pennadig.
E 1795–1797 ez eas Désirée hag he mamm da chom da Genova, en Italia. En 1797 ez eas da chom gant he c'hoar Julie hag he breur-kaer Joseph, a oa kannad Bro-C'hall e Roma. Ur pennad e voe kaoz a zimeziñ d'ar jeneral gall Léonard Duphot, met hennezh a voe lazhet e Roma e miz Kerzu 1797, en deiz a-raok an eured.
Bernadotte
kemmañHa hi neuze da eurediñ d'ar 17 a viz Eost 1798, e Sceaux, d'ar jeneral Jean-Baptiste Bernadotte. Ur mab o doe, Oscar, ganet d'ar 4 a viz Gouhere 1799.
Sveden
kemmañE miz Eost 1810 e voe dilennet he fried Bernadotte da briñs-hêr da gurunenn Sveden, hag e miz Genver 1811 ez eas da Stockholm gant he mab. A-benn ur miz avat e tistroas hec'h-unan da Bariz.
D'ar 5 a viz C'hwevrer 1818 e varvas ar roue Charlez XIII ha Bernadotte a voe anvet da roue evel Charlez XIV Yann, ha hi da rouanez, anvet Desideria.
Ne zistroas nemet e 1823 a-benn eured he mab, ha neuze eo e voe kurunennet evel rouanez Sveden ha Norge. Pa varvas he fried d'an 8 a viz Meurzh 1844 e voe kurunennet o mab Oscar Iañ Sveden. Mervel a eure Désirée d'ar 17 a viz Kerzu 1860 e Stockholm.
En he raok : | Rouanezed Sveden
Désirée Clary |
War he lerc'h: Josefina av Leuchtenberg |
Filmoù
kemmañ- Le Destin fabuleux de Désirée Clary (1942) gant Sacha Guitry.
- Désirée (1954) gant Henry Koster.
Levrlennadur
kemmañLiammoù
kemmañ- (de)The story of Desiree
- (en) Désirée Clary Bernadotte
- (en) Une grande famille provençale, les Clary - Désirée Clary et sa famille [1]