Oscar Iañ Sveden
Joseph François Oscar Bernadotte, pe Oscar Iañ (1799-1859) a oa roue Sveden ha roue Norge adalek 1844 betek e varv. Mab e oa da Jean-Baptiste Bernadotte (1763-1844), jeneral gall, a voe anvet da briñs pennhêr Sveden e 1810 ha da Désirée Clary. E vamm he doa ur c'hoar, Julie Clary, a oa dimezet da Joseph Bonaparte, breur d'an impalaer gall Napoleon, a oa paeron dezhañ.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/3/3b/Oscar_I_of_Sweden_%26_Norway_c_1855_by_Augusta_%C3%85kerl%C3%B6f.jpg/220px-Oscar_I_of_Sweden_%26_Norway_c_1855_by_Augusta_%C3%85kerl%C3%B6f.jpg)
E miz Even 1811 e teuas gant e vamm da chom da Stockholm. Anvet e voe da Dug Södermanland ha deskiñ a reas svedeg.
Pa varvas ar roue kozh Karl XIII e voe lakaet e dad da roue evel Karl XIV Johan.